Mont d’an endalc’had

Emsavadeg Varsovia

Eus Wikipedia
emsavadeg Varsovia
emsavadeg
Rann eusOberiadur Tempest Kemmañ
Lec'hVarsovia Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°13′48″N 21°0′39″E Kemmañ
Deiziad2 Her 1944 Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Eos 1944 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 Her 1944 Kemmañ
Abeg pennañNaziegezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.1944.pl/en/ Kemmañ
Order of battleforces present during the Warsaw Uprising Kemmañ
Map

Emsavadeg Varsovia (poloneg: powstanie warszawskie; alamaneg: Warschauer Aufstand), lesanvet dres goude fin ar brezel Emsavadeg miz Eost (poloneg: powstanie sierpniowe), a oa bet un emsavadeg armet ramzel eus ar Rezistañs kuzh polonat e-pad an Eil Brezel-bed. Ar pal e oa dieubiñ kêr-benn ar vro diouzh krabanoù arme an Trede Reich met dreist-holl gwareziñ beli ha dizalc'hiezh Polonia d'ar mare ma oa an Arme Ruz o tostaat ha pa ne oa ket gwall sklaer soñj Kevredidi ar C'hornôg diwar-benn ar pezh a felle d'an URSS ober. Digeriñ a reas e-pad an hañv 1944, ha renet e oa gant Lu diabarzh ar Rezistañs polonat (poloneg: Armia Krajowa).

Kartenn emsavadeg Varsovia etre ar 1añ a viz Eost hag an 2 a viz Here 1944.

Ouzhpenn 50 000 stourmer eus an Armia Krajowa (arme an diabarzh) a gemeras perzh en emsavadeg, met ne oant ket pourvezet-mat (an hanter anezhe n'o doa ket a armoù) ha ne oant ket gourdonet. Buan-kenañ e teuas an emgannoù er straedoù da vezañ emgannoù evit en em zifenn. Stankaat a reas torfedoù an Alamanted e-keñver ar siviled, evel lazhadeg Wola, da spontañ ar boblañs ha da zigalonekaat ar stourmerien. Klask a reas Breizhveuriz pourveziñ an emsavidi gant kirri-nij, met dre ma kollent kalz anezhe e voe paouezet.

An emsavadeg a oa bet lakaet da darzhañ dres d'ar c'houlz ma oa armeoù an Trede Reich o kilañ dirak al Lu Ruz a-dreuz Polonia. Pa oa tizhet reter kêr Varsovia gant nerzhioù al lu soviedel e oant chomet a-sav a-ratozh, ar pezh en doa roet an tu d'an Alamanted ha d'o harperien da bladañ an emsavidi.

Paouez a reas an emsavadeg d'an 2 a viz Here 1944, gant sinadur un emglev etre ar c'hostezennoù a asure e c'hallfe an holl siviled mont kuit hag en em rentfe ar strolladoù stourmerien bolonat a oa e Varsovia. Ur c'halz anezhe a guitass kêr neuze daoust ma chomas un niver bihan anezhe kuzhet en dismantroù betek donedigezh an Arme ruz. Koulskoude e oa distrujet Varsovia gant an Alamanted evit en em veñjiñ.

An emsavadeg a oa padet 63 devezh. E tu ar rezistañs polonat e oa bet lazhet 18 000 soudard hag etre 160 000 ha 180 000 den disoudard. E tu an arme alaman e oa bet lazhet 17 000 soudard. Chomet eo an oberiadur brezel brasañ eus an Eil Brezel-bed sevenet gant ul luskad rezistañs.