Mont d’an endalc’had

Enez Sant-Paol (Meurvor Indez)

Eus Wikipedia
Enez Sant-Paol , e Meurvor Indez.
Kartenn Enez Sant-Paol

Enez Sant-Paol (Île Saint-Paul e galleg) zo un enezenn perc'hennet gant Bro-C'hall e su Meurvor Indez. Gant Enez Amsterdam, 85 km pelloc'h en norzh (37°50′S 77°31′E / -37.833, 77.517), ez a d'ober distrig Inizi Sant-Paol hag Amsterdam, unan eus pemp distrig Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs. Ar pevar all zo: Inizi Crozet, Inizi Kergelenn, Douar Adélie, hag an Inizi Strewet.

E 1928 e voe klasket sevel ul labouradeg da lakaat grilhed-mor e boestoù. Seizh den a voe dilezet eno pa voe graet freuz-stal gant ar gompagnunezh e 1931. Pemp a varvas, daou a voe saveteet, e 1934, 6 vloaz goude.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Saint-Paul & Amsterdam, Voyage austral dans le temps, gant Yannick Verdenal, Gérard Louis, 2004.
  • Les Oubliés de l'île Saint-Paul, gant Daniel Floch, Embannadurioù Ouest-France. Kontañ a ra istor an dud dilezet eno.
  • Les armateurs de rèves, (les concessions Bossière et les sociétés françaises d'exploitation des îles australes de l'océan Indien (1893-1939) - Les stations baleinière et d'élevage des Kerguelen, l'entreprise de pêche à la langouste de l'île Saint-Paul), gant Patrick Arnaud ha Jean Beurois, 1996 Jambois.