Eusko Alkartasuna
Eusko Alkartasuna a zo ur strollad broadelour euskarat eus an tu-kleiz hag a glask gounit frankiz Euskadi e-barzh Unaniezh Europat. Rann yaouank Eusko Alkartasuna eo Emsav Gazte Abertzaleak.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet Eusko Alkartasuna dre un disrann e-barzh ar Strollad Broadelour Euskarat e 1987. E gendalc'h-diazezañ a c'hoarvezas en Iruñea ha Carlos Garaikoetxea a voe dilennet da brezidant kentañ. Meur a abeg a oa d'an disrann:
- Un dizemglev personel etre al lehendakari Carlos Garaikoetxea ha penn ar Strollad Broadelour Euskarat, Xabier Arzalluz.
- Un dizemglev etre emsaverien an tu-kleiz ha re an tu-dehou
- Un dizemglev a-zivout frammadur gouarnamant Euskadi. Tra ma felle d'ar Strollad Broadelour Euskarat ur gouarnamant kreiz kreñv e felle da Eusko Alkartasuna reiñ muioc'h a c'halloud d'ar proviñsoù.
Start e oa an tabut ha ret e voe da bep kevrenn votiñ da c'houzout ha mont a rafe gant ar SBE pe gant EA.
Lec'hiadur a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sioulaet e oa bet un tammig an diemglev gant ar Strollad Broadelour Euskarat hag abaoe 1991 en ddeus EA kemeret perzh e meur a c'houarmanant. E dilenadegoù 2004 en doa gounezet ur sez e proviñs Gipuzkoa. Kevreet eo bet gant ar Strollad Broadelour Euskarat e meur a zilennadeg ha gant Esquerra Republicana de Catalunya e dilennadegoù europat. E Navarra en deus furmet ar c'hevread Nafarroa Bai gant strolladoù broadel arall.
Gant Maiorga Ramirez Erro eo bleiniet hiziv hag un ezel eus Emglev Libr Europa eo.