Mont d’an endalc’had

Fouzhlec'h

Eus Wikipedia
fouzhlec'h
Iskevrennad euscommercial building Kemmañ
ImplijHoulierezh Kemmañ
Arvezgasterezh Kemmañ
Oberataerbrothel owner, madam Kemmañ
Enebet ouzhstreet prostitution Kemmañ
Saloñs ur fouzhlec'h, gwelet gant Toulouse-Lautrec
Gisti er Shimpuro Brothel e Yokohama
Gweladenn ar mezeg, gant Toulouse-Lautrec
Fouzhlec'h en Alamagn
Soudarded alaman ha gisti en o fouzhlec'h, ur savadur bet mikve Brest, e 1940
Maouez en ur fouzhlec'h alaman

Ur fouzhlec'h zo un ti ma c'haller kaout darempred reizhel gant gisti. Gant ur vaouez a reer houlierez anezhi alies e ve renet, dindan evezh ur gwaz anvet houlier, hag a ren warno dre spont.(Daveoù a vank)

Peurvuiañ e vez degemeret ar pratikoù en ur sal ma vez servijet dezho da evañ, da c'hortoz o zro, ma reont anaoudegezh gant ar maouezed. Goude e savont gant an hini zibabet d'ar gambr ma c'hoarvezo an embarañ pe c'hoarioù all.

E broioù zo int difennet hervez al lezenn, evel e Bro-C'hall abaoe lezenn Marthe Richard an 13 a viz Ebrel 1946.
Brudet e oa Fernande Grudet, lesanvet Madame Claude (*1923), evel houlierez e Pariz er bloavezhioù 1960 ha 1970. E 1976 e rankas mont da repuiñ da Stadoù-Unanet Amerika abalamour ma klaske tud an tailhoù lakaat o c'hrabanoù war he yalc'h.

Kement-se ne vir ket ouzh ar polis da gavout tier kuzh ur wech dre vare, na da wareziñ lod all a-hervez.(Daveoù a vank)

Un toullad kontadennoù gant Maupassant a c'hoarvez en-dro d'ar gisti. Une partie de campagne gant Jean Renoir (1936) zo ur film tennet eus unan anezho, ma weler merc'hed ur fouzhlec'h o kuitaat kêr da vont d'ur gomunion war ar maez.

Dismantroù ur fouzhlec'h dek kambr ennañ zo bet kavet e Pompei, ha livadurioù ennañ ivez.

Taolennoù Toulouse-Lautrec

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a boltred gisti a zo bet savet gant al livour gall Henri de Toulouse-Lautrec, ha taolennoù graet gantañ e-barzh fouzhlec'hioù Pariz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (it) Giancarlo Fusco, Quando l'Italia tollerava, Nanni Canesi Editore, Roma, 1965, pp. 388
  • (it) Massimo Centini, Bordelli Torinesi – Quando le case chiuse erano aperte, Editrice Il Punto-Piemonte in Bancarella, Torino, 2013, pp. 336

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]