Mont d’an endalc’had

Fuzuilhadeg Las Vegas 2017

Eus Wikipedia
Fuzuilhadenn Las Vegas 2017
fuzuilhadenn a yoc'h, deliberate murder, lazhadenn a-yoc'h, lazhadeg
Rann eusmass shooting in the United States Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadParadise Kemmañ
Gwerzhid-eurPacific Time Zone Kemmañ
Lec'hLas Vegas Village, Paradise Kemmañ
Daveennoù douaroniel36°5′44″N 115°10′18″W Kemmañ
Deiziad1 Her 2017 Kemmañ
EfedReactions to the Las Vegas concert shooting Kemmañ
ArmamentAR-15 Kemmañ
Bukennaudience Kemmañ
OberourStephen Paddock Kemmañ
Map
Mandalay Bay ha Route 91, lec'h ar fuzuilhadeg.
Brastres ar fuzuilhadeg

Fuzuilhadeg Las Vegas (saozneg : 2017 Las Vegas Strip shooting) zo ur fuzuilhadeg erruet d'ar 1añ a viz Here 2017 e-kichen Las Vegas e Nevada e-kerzh ur sonadeg en Harvest country music festival. Stephen Craig Paddock, 64 bloaz, en devoa tennet eus 32vet leur ar Mandalay Bay Resort and Casino war arvesterien ur sonadeg gant Jason Aldean.

D'an 3 a viz Here e oa bet embannet e oa 60 den lazhet, en o zouez ar muntrer, ha 527 den gloazet.

Arguzerezh zo savet raktal. Lod o deus lakaet ar gaoz war ar gwir da berc'hennañ armoù brezel er Stadoù-Unanet. Rendaeloù zo bet ivez goude ma vefe bet embannet gant ar Stad Islamek e oa ezel Stephen Craig Paddock, an tenner, eus an aozadur. Breutadegoù all zo bet gant tud, Stadunaniz pe get, hag a oa laouen e vefe bet tennet war tud a oa hervezo harperien Donald Trump, tud wenn o selaou sonerezh country.

Goude al lazhadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rebechoù zo savet a-enep Donald Trump evit bezañ chomet hep reiñ titouroù resis e-pad e c'homzadennoù foran a-zivout an tenner, embannadenn ar Stad Islamek. Rebechet e vez dezhañ ivez bezañ tost ouzh an National Rifle Association (NRA) ur gevredigezh evit brudañ an armoù er Stadoù-Unanet[1].