Mont d’an endalc’had

Gustave Courbet

Eus Wikipedia
Gustave Courbet
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGustave Courbet Kemmañ
Anv-bihanGustave, Jean, Désiré Kemmañ
Anv-familhCourbet Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Mez 1819 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOrnans Kemmañ
Deiziad ar marv31 Kzu 1877 Kemmañ
Lec'h ar marvLa Tour-de-Peilz Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhCimetière Communal d'Ornans Kemmañ
Breur pe c'hoarJuliette Courbet, Zélie Courbet Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Kompagnun(ez)Virginie Binete Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherlivour, kizeller, communard, drawer, visual artist Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh Kemmañ
Bet war ar studi eAcadémie Suisse Kemmañ
Bet studier daCharles-Antoine Flajoulot, Charles de Steuben, Nicolas-Auguste Hesse Kemmañ
Lec'h labourPariz, Ornans Kemmañ
SponsorAlfred Bruyas Kemmañ
Oberenn heverkSource of a Mountain Stream, Orin ar Bed, Source, A Burial at Ornans Kemmañ
Diellaouet gantUniversity of Maryland Libraries Kemmañ
LuskadRealism Kemmañ
Ezel eusCommune Council Kemmañ
Prizioù resevetExhibition of French Artists, Marc'heg al Lejion a Enor Kemmañ
Deskrivet dreBust of Gustave Courbet Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour ePhiladelphia Museum of Art Library and Archives, Frick Art Research Library Kemmañ
Critical catalogueLa Vie et L’œuvre de Gustave Courbet, Tout l'œuvre peint de Courbet Kemmañ
Gustave Courbet

Jean Désiré Gustave Courbet (10 a viz Mezheven 181931 a viz Kerzu 1877) a oa ul livour gall eus ar skol "realist", en XIXvet kantved.

E Kumun Pariz e 1871, e kemeras perzh.  

Perc'henn war madoù oa e familh, un ti feurm er Jura o doa, pinvidik a-walc'h e oant neuze da geñver ar re all.

Er c'hloerdi e voe kaset Gustav, evit kaout un deskadurezh lennegel. Hogen plijout a rae muioc’h dezhañ ar c'hentelioù livañ, e-skoaz d’an dañvezioù all. E skolaj Besançon e oa, hogen ne oa ket a-zevri gant ar studioù klasel, hag e tarempredas da-vat kentelioù an arzoù kaer, re an Ao Charles-Antoine Flajoulot. Da Baris ez eas d'ober studioù war ar gwir. Gant ar studioù gwir e tiskrogas er bloaz 1839-1840, evit mont da vat war an obererezh a vourre gantañ, al livañ. E holl amzer a dremene o livañ en atalier an arzour Charles de Steuben. E mirdi al Louvre ez eas da livañ alies, evel a rae al livourien all, evit dreveziñ ha kopiañ livadurioù arzourien all brudet araozañ. Gant al livadurioù teñval / sklaer hollandad e voe boemet, an hud venetian hag ar wirvoudelezh spagnol. En nevez-amzer 1841, e voe dizoloet arvorioù Normandie gantañ. Gant ur c'heneil dezhañ Urbain Cuenot voe e gentañ troiadenn.

Diskenn a rejont ar Seine e-bourz ur vag, deus Paris d'an Havr. En ur skrivañ de dad e kontas e voe sebezet ha boemet gant seurt ermaeziadeg, gant ar tiez, ar gweledvaoù, an natur...

Deroù 1841, e kredas Coubet kinnig ul livadur da juri ur saloñs : Portraits d'Urbain Cuenot et Adolphe Marlet, neoazh nac'het e voe ganto. Er c'harter latin e voe graet gantañ e annez.

1842 emboltred gant ar c'hi du, un epagneul, hag evit ar wech kentañ e voe aotreet unan eus e daolennoù, en diskouezadeg. Levenez ennañ, diflukañ maez eus an divrud.


Levrioù diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Georges Riat, Gustave Courbet, peintre, Paris (1906)
  • Charles Léger, Courbet, Paris (1929)
  • T. J. Clark, Image of the People. Gustave Courbet and the 1848 Revolution, Londres (1973); trad. italienne: Immagine del popolo. G. Courbet e la rivoluzione del' 48, Torino, (1978)
  • Robert Fernier, La vie et l'oeuvre de Gustave Courbet, Catalogue raisonné, Lausanne et Paris, 2 volumes, (1977-1978)
  • Sarah Faunce and Linda Nochlin, Courbet reconsidered, New Haven and London, (1988)
  • Pierre Georgel, Courbet. Le poème de la nature, Paris (1995)
  • Pierre Chessex, "Courbet en Eldorado: les années d'exil en Suisse", in Ligeia, dossiers sur l'art, No 41-44 (2002-2003), pp. 82-89

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.