Henry Miller
Henry Miller a oa ur skrivagner stadunanat, ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1891 e Manhattan ha marvet d'ar 7 a viz Mezheven 1980 e Pacific Palisades (Los Angeles).
Goude e studioù e voe meur a vicher gant Miller, a-raok ma reas e soñj en em ouestlañ d'ar skrivañ. E 1928 ez da Europa hag adalek 1931 e voe o chom e Pariz gant e wreg June. E 1934 e voe embannet e Pariz e romant kentañ hag an hini anavezetañ Tropic of cancer, ha da-heul Black Spring (1936) ha Tropic of Capricorn (1939). Berzet e voe al levrioù-se er Stadoù Unanet abalamour ma oa "hudur" an danvez anezho, met berzh a rejont en Europa ha kaset e vezent d'ar Stadoù Unanet dre guzh. E 1939 e voe embannet The Cosmological Eye, al levr kentañ gantañ o tont er-maez er Stadoù Unanet. E 1939 e kuitaas Pariz da vont da enez Korfou, pedet gant an embanner ha skrivagner saoz Lawrence Durrell. Goude skrivañ The Colossus of Maroussi eno e tistroas d'ar Stadoù Unanet er bloaz war-lerc'h.
Tremen a reas bloavezhioù diwezhañ e vuhez e Kalifornia, gant e bempet gwreg, a-raok mervel da 88 vloaz.
E-touez al levrioù embannet gantañ e ranker menegiñ ivez The smile at the foot of the ladder (1948), The time of assassins (1951) hag an heuliad The Rosy crucifixion, ennañ Sexus (1949), Plexus (1952) ha Nexus (1960). Anavezet eo Hnery Miller evel ur skrivagner en deus difraostet tachennoù nevez, gant romantoù a gont istor tudennoù damheñvel outañ, en ur stil dibar, ha diazezet war e vuhez e Pariz hag e New York. N'eo nemet e 1961 e voe paouezet da verzañ e romantoù anavezetañ er Stadoù Unanet. Skrivet en deus ivez eñvorennoù beaj, skridvarnerezh, ha graet en deus dourlivadurioù.