Hoplit
An hoplited (henc'hresianeg : ὁπλίτης hoplítēs) a oa brezelourion ag ar c'heodedoù-Stad en Henc'hres hag a veze aveet gant goafioù ha skoedoù.
Aozadur ar falanks a veze implijet ganto da vout efedusoc'h er brezel gant un nebeud kadourion. An aozadur-se a zibennade pep ezel da vrezeliñ e-unan, dre ma c'hallje gwanaat an aoz hag e lakaat en arvar[1]. En deroù e veze kemeret an hoplited e-touez ar geodedourion dieub (perc'henned atantoù pe artizaned), pinvidik a-walc'h evit prenañ ur gwisk-arem pe ur gwisk-lin hag armoù (talvout a ra e c'halle bout un drederenn ag ar wizion)[2].
Ar braz ag an hoplited ne oant ket brezelourion a vicher hag alies e veze un diouer a bleustr ganto. E kêrioù zo e veze dalc'het un unvez a vegenn, a veze graet επιλέγω epilektoi ("ar re zibabet") anezhi, dre ma oant dilennet e-touez al lu boas. Kavet e veze hoplited en Athenai, Argos, Thebai, ha Syrakousai, ha keodedoù arall[3],[4]. An hoplited a yae d'ober ar braz ag al lu gresian.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Neer, Richerd. Art & Archaeology of the Greek World: A New History, C. 2500-c. 150 BC. New york : Thames & Hudson, 2012, p. 95 (ISBN 9780500288771)
- ↑ (en) Gat, Azar. War in Human Civilization. New York : Oxford University Press, 2006, pp. 295-298 (ISBN 978-0199236633)
- ↑ (en) Tritle, Lawrence A.. Phocion the Good. London : Routledge, 2014, pp. 77-78 (ISBN 978-1-317-75050-5)
- ↑ (en) Geagan, Daniel J.. Inscriptions: The Dedicatory Monuments. Athena : American School of Classical Studies at Athens, p. 94 (ISBN 978-1-62139-001-5)