Horolaj
Un horolaj zo ur benveg da vuzuliañ an amzer ha da ziskouez an eur. Gant an darn vrasañ eus an horolajoù e vez diskouezet an eurioù hag ar munutennoù, gant re all e vez diskouezet an eilennoù ivez ha gant lod a-wechoù e vez merket an deiziad.
Er XVvet kantved e voe ijinet an horolajoù modern. A-raok e oa bet implijet doareoù all da vuzuliañ an amzer : an horolaj-heol, ma weler an eur diskouezet gant skeud ur vazhig taolet ouzh ur maen ront, a veze implijet kalz en Henamzer. An eurieroù-dour a oa un doare implijet kalz ivez gwechall : ganto e veze muzuliet an amzer lakaet gant ur c’hementad dour da dremen e-barzh pe e-maez ul lestr. Er Grennamzer e veze graet e broioù Europa gant horolajoù dre achaperezh, un dra bet ijinet e Sina : gant an horolaj e veze kontet brañselladennoù ur momeder. Nerzh luskell ar momeder a lakae ar mekanik da dreiñ hag evel-se e veze muzuliet an amzer o tremens, diskouezet gant bizied ouzh un dremm peurliesañ. Ret e veze sevel ar pouezioù ingal avat, evit ma talc’hfe an horolaj da vont en-dro.
Er XVvet kantved e voe ijinet an horolajoù modern, gant ur winterell enno. Gant ar stignad-se ne oa ket ezhomm da gaout ur momeder ken. Gant nerzh luskell ar winterell e veze lakaet ar mekanik da dreiñ ha muzuliet an amzer o tremen. Diwar ar mare-se e c’halle an horolajoù bezañ bras pe vihan. Adalek neuze ivez e voe eurieroù munut, anvet montroù, gant an dud.
Betek ar bloavezhioù 1970 e oa horolajoù mekanikel evel-se eus an darn vrasañ eus an horolajoù. Abaoe e reer muioc'h-mui gant horolajoù elektronek a c’hall bezañ bihanoc’h ha marc’hadmatoc’h ivez. Enno ez eus ur strinkenn kouarz a froum ingal ha dibaouez pa vez karget gant tredan. Kontet e vez ar froumadennoù-se hag evel-se e c’haller muzuliañ an amzer a dremen.
Gant horolajoù modern e vez muzuliet froumadennoù atomoù, da skouer atomoù keziom.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Horolaj ouzh mogerioù ar gêr gloz e Konk-Kernev.
-
Horolaj e Machynlleth.
-
Big Ben, horolaj tour Palez Westminster.
-
Horolaj iliz-veur Antwerpen.
-
Zytglogge (tour an horolaj) e Bern.
-
Horolaj kozh e Gewerbemuseum, e Winterthur.
-
Horolaj 24 eur, e ti-gar Curitiba, e Brazil
-
Dastumad horolajoù e mirdi Saint-Nicolas-d’Aliermont, e Seine-Maritime
-
Un horolaj “koukoug”, eus ar Schwarzwald, en Alamagn
-
Un horolaj niverel