Mont d’an endalc’had

Islavarenn-stag

Eus Wikipedia

An islavarenn-stag, er yezhadur, zo un islavarenn hag a zo stag ouzh un anv-kadarn pe ouzh ur raganv eus ar bennlavarenn. An anv liammet ouzh an islavarenn stag a vez graet ger-diaraok anezhañ.

Bez e c'hall bezañ gwelet evel ur seurt anv-gwan dre ma kemer lec'h un anv-gwan :

  • An den a livez e glas zo ur furlukin.
  • An den glas zo ur furlukin.

Stumm diogel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degaset eo an islavarenn-stag gant ar rannig-verb a (+ verb displeget) :

  • An den a welez ahont zo ur poliser kuzh.
  • Amañ 'z eus bugale a ra trouz.

Met n'en deus rannig-verb ebet dirak stummoù ar verb kaout :

  • An hini en deus arc'hant a baeo evit ar re all.

N'eus rannig-verb ivez dirak ur raganv renadenn-dra:

  • Ar re ho lenno a vo souezhet-bras

Stummoù gant ha(g)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit lakaat ar pouezh war al liamm izurzhiañ, e vez implijet ha(g) dirak ar rannig-verb:

  • An iliz hag a welit ahont zo bras.

Ha(g) zo implijet atav :

  • pa ar ger-diaraok zo un raganv gour eeun: Hi hag a zlee bezañ amañ abaoe ur c'hardeur ...
  • pa ar ger-diaraok zo un anv divoutin: Ronan, hag a oa klañv, a chomas er gêr ivez.
  • pa ar ger-diaraok zo un anv amresisaat:
    • Ul lizher, hag a zo skrivet brav.
    • Anavezout a ran un den hag a zeufe gant plijadur da gomz dirazoc'h

Pa ar ger-diaraok zo ur renadenn-dra eeun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ar stumm ober er islavarenn-stag, hep ar rannig-verb a :

  • An nor emaoc'h o livan zo kozh-tre.

Pa ar ger-diaraok zo ur renadenn dieeun pe ur renadenn doarenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e vez ur araogenn displeget e fin an islavarenn-stag:

  • Ar vro, e oa Yann o chom enni, a oa brav
  • An dud, a blij din bezañ ganto, a zo tud diardoù

Implijet e vez ar rannig-verb na war-lerc'h un anv strizh:

  • an evn na gant ket ken, ...

Implijet e vez ha ne war-lerc'h un anv amstrizh

  • Kavet em eus ur c'haier kozh ha ne oa ket implijet an holl bajennoù anezhañ

Islavarenn-stag gant ma

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez ur ster lec'hiañ d'ar ger-diaraok, amzer pe doare, e vez implijet ar rannig-stagañ ma:

  • Er stad ma emaomp ...

Un islavarenn-lec'hiañ eo eta.