Kaozeadenn Implijer:Edern-209
Salud, Edern-209, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Edern-209. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D 19 Kzu 2009 da 13:44 (UTC)
Trugarez ! Klask a rin ober ma seizh gwellañ ,daoust din akout un tamm poan o kavout ma hent war Wiki ^_^--Ed 22 Kzu 2009 da 12:17 (UTC)
- Ma 'peus poan pe ma 'peus ezhomm sikour na zisoñj ket ez eus an davarn, pe mod all e c'helles mont e darempred ganin da skouer. --Y-M D 22 Kzu 2009 da 22:02 (UTC)
Kavet an hent ?
[kemmañ ar vammenn]Ha neuze kavet 'peus da hent war hor wiki-ni, pe e peus kudennoù c'hoazh ? Ezhomm pefe sikour ? A galon --Y-M D (kaozeal) 29 Eos 2010 da 21:49 (UTC) Ma, anzav a ran emaon bepred o vont war-raok a gammedigoù bihan. Ne teuan ket alies a-walc'h war ar Wiki brezhoneg siwazh evit tapout boazioù (mat pe fall!) evit ar mare. Tamm-ha-tamm... ;-) --Ed 30 Eos 2010 da 06:56 (UTC)
Hashtag
[kemmañ ar vammenn]Salud dit, Ed — RE: Wikipedia:Pajennoù goulennet#A bep seurt (urzh alfabetek) : petra a c'houlennez, ez-resis ? Ur bajenn diwar-benn ur gelaouenn vrezhonek a zo anvet Hashtag ? Treiñ hashtag e brezhoneg (→ ger-klik) evit ur gelaouenn ? — Sikour a rin mar gallan. Ken ar c'hentañ, 80.12.110.201 5 Meu 2015 da 16:24 (UTC)
Salud dit, ar goulenn a oa evit krouiñ ur bajenn diwar-benn ar gelaouenn "#brezhoneg" (embannet gant Skol an Emsav abaoe miz Genver 2014). Pezh zo, hervez reolennoù Wikipedia n'hallan ket-me sevel ar bajenn peogwir e kemeran perzh er gelaouenn-se. Ha n'ouzon ket penaos ober evit ma vefe skrammet an arouezenn "#" da vat, se zo kaoz em boa graet gant an termen hashtag. Ken ar c'hentañ, Ed (kaozeal) 5 Meu 2015 da 17:41 (UTC)
- Salud d'an daou ac'hanoc'h... ha ma digarezit da emellout !
- Ur merk HTML eo #, setu perak ne c'haller ket e implijout en ur skrid dre <Alt Gr + 3> (Windows), rak jubennet e vije evel un urzh da vont d'ur rannbennad pe da lakaat un niverenn en ul listenn.
- Met fin eo bet ijinourien ar World Wide Web Consortium, p'o deus krouet HTML entities evit diskoulmañ ar gudenn : # a c'haller lakaat da zont war wel dre skrivañ
& # 9 8 3 9 ;
hep blankoù → ♯ - Evit gouzout hiroc'h, gwelit W3schools (en) pe CESI (fr) (Lesiteduzero.com gwechall).
- Ha moarvat n'eo ket aotreet Ed da lakaat ur skeudenn eus ♯brezhoneg e Wikipedia, pa'z eo berzet dezhañ skrivañ diwar-benn ur raktres ma kemer perzh ? Null eo, lakaat an Emsav da zaranverezh. — 2.13.204.47 5 Meu 2015 da 19:14 (UTC)
Trugarez deoc'h. Klasket 'm eus oc'h ober gant klochedigoù ivez, ha seblantout a ra mont mat. Diwar-benn reolennoù Wiki, ne gav ket din e vefe un afer bruderezh da gentañ met neptuegezh kentoc'h, ma komprenan mat. Techet e vo perzhidi ul labour bennak (embregerezh, kevredigezh ha kement zo) da sevel ur skrid "re vrav" diwar-benn ar pezh a vez graet gante. Ne gav ket din e vefe berzet da vat gant aozerien Wikipedia, met aliet groñs gante chom hep ober da vihanañ. Ed (kaozeal) 5 Meu 2015 da 19:29 (UTC)
- OK eo « #brezhoneg » e korf ur pennad, met pa skriver #brezhoneg... ned a ket en-dro. Ha pa skriver « #brezhoneg » e maez Klask Wikipedia e vezer kaset da bajenn-zegemer ar Wikipedia brezhoneg.
- Me 'gav din eo neptuek a-walc'h ar pennad-kinnig a zo e lec'hienn ♯brezhoneg, ne savfe kudenn ebet diwar an droidigezh — nemet a-berzh Bianchi-Bihan, evel-just, a oar petra eo treiñ ha petra eo reolennoù Wikipedia ;( ! — 2.13.204.47 5 Meu 2015 da 20:08 (UTC)
- Pe eeunoc'h: ♯ hag e-se: ♯brezhoneg, met ret eo ober gant eilañ/pegañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Meu 2015 da 20:53 (UTC)
Ya, an diskoulm simplañ e vo moarvat. Trugarez deoc'h holl. Ed (kaozeal) 5 Meu 2015 da 21:01 (UTC)
- Ac'ha ! Krouet 2 bajenn a-barzh 2 vunutenn, gwelloc'h eget Bianchi-Bihan ! Berroc'h eo hini Trec'hlid mitonet, met ur fazi eilañ/pegañ zo e talbenn an hini am eus postet... Mar gallfe Trec'hlid mitonet kendeuziñ an daou bennad e vefe laouen-bras Ed hep mar... Mil digarez, ha trugarez deoc'h. — 2.13.204.47 5 Meu 2015 da 21:10 (UTC)
- Setu ar pezh am boa kaset d'an eil krouer: «C'hac'hac'ha! Boulc'het ar memes pennad ganimp hon-daou d'ar memes koulz. Ar pezh a zo, un draen a seblant bezañ ez titl, met an danvez ganit a zo kalz propoc'h ha hiroc'h. Lakaat da zanvez war ar bajenn savet ganin?» Ar pep gwellañ eo kendeuziñ, ya. Danvez 2.13.204.47 'zo kalz gwell.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Meu 2015 da 21:15 (UTC)
A! N'on ket boas gant Wikipedia c'hoazh. Pa'm eus gwelet e oa bet boulc'het ur bajenn all gant unan bennak all em eus soñjet e oa kenkoulz din dilezet "ma" fajenn. Ne'm eus ket lennet gerig Trec'hlid mitonet e koulz siwazh. Ma, diskoulmet an traoù a-fet titl bepred, un dra vat eo :-) Ed (kaozeal) 5 Meu 2015 da 21:36 (UTC)
Your account will be renamed
[kemmañ ar vammenn]Hello,
The developer team at Wikimedia is making some changes to how accounts work, as part of our on-going efforts to provide new and better tools for our users like cross-wiki notifications. These changes will mean you have the same account name everywhere. This will let us give you new features that will help you edit and discuss better, and allow more flexible user permissions for tools. One of the side-effects of this is that user accounts will now have to be unique across all 900 Wikimedia wikis. See the announcement for more information.
Unfortunately, your account clashes with another account also called Ed. To make sure that both of you can use all Wikimedia projects in future, we have reserved the name Ed~brwiki that only you will have. If you like it, you don't have to do anything. If you do not like it, you can pick out a different name.
Your account will still work as before, and you will be credited for all your edits made so far, but you will have to use the new account name when you log in.
Sorry for the inconvenience.
Yours,
Keegan Peterzell
Community Liaison, Wikimedia Foundation
17 Meu 2015 da 19:23 (UTC)