Kentañ brezel ar Voeren
Neuz
Kentañ brezel ar Voeren, anvet brezel Transvaal ivez, zo ur brezel hag a c'hoarvezas etre ar 16 a viz Kerzu 1880 hag an 23 a viz Meurzh 1881 etre arme Impalaeriezh Breizh-Veur hag an drevadennerien a orin izelvroat e Transvaal, a oa en Impalaeriezh d'ar mare-se.
Breizh-Veur hag ar Voeren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E fin an XIXvet kantved edo Breizh-Veur o klask mestroniañ su kevandir Afrika. Tri abeg a oa da gement-se: diwall an hent-mor war-du an Indez, brasañ trevadenn ar Rouantelezh, hag a dremene dre ar C'hab ; kavadenn ur wazhennad diamantoù e 1868 e tolead Kimberley war an harzoù entre Trevadenn ar C'hab ha Stad dieub Oranje, hag en 1886 kavadenn ur wazhennad vras a aour e Transvaal.