Mont d’an endalc’had

Klervi

Eus Wikipedia

Klervi zo un anv-badez brezhonek, a oa Chreirbia ha Creirvia en henvrezhoneg, kar d'an hengembraeg Creirvy, "bravig", alese "plac'h koant".

Santez Klervi (a skriver ivez Klerwi) a oa merc'h da sant Fragan ha santez Gwenn, deuet eus Kembre da Vreizh er VIvet kantved. Tri breur he doa, ar sent Jagu, Gwezhenneg ha Gwenole.

Kontañ a reer e voe graet ur burzhud un deiz gant Gwenole, pa oa bihan he c’hoarig Klervi. Ur waz he doa kroget e daoulagad ar plac’hig ha debret anezho. He breur Gwenole, pa welas kement-se, a yeas da gavout ar waz, he zoullgofas hag a adkavas an daoulagad. Rentet e voe he daoulagad da Glervi, a adkavas ar gweled evel-se a-drugarez d'he breur.