Kokborokeg
Neuz
Ur yezh sinek-tibetek eus is-skourr yezhoù bodoek eo ar c'hokborokeg (kokborok, t(r)ipuri pe usipi murung) komzet gant tro-dro da 691.000 den en Assam en India (1997) ha gant 78.000 den e Bangladech (1993).
Trizek rannyezh ez eus en hool, en o zouez ar re bennañ-mañ:
- Djamateg (jamatia)
- Noateg (noatia)
- Tipreg (tipra)
- Halameg (halam)
- Debarmeg (debbarma): komzet gant ar roue hag e familh nemetken
Skrivet e vez gant al lizherenneg latin pe c'hoazh gant ar skritur bengalek.