Ladakh
Neuz
Ladakh (ལ་དྭགས, la'dwags, e ladakheg, "bro an odeoù uhel") a zo ur vro e norzh Iskevandir Indez, dindan un darn eus Karakoram ha Himalaya. Ur sevenadur boudaek a zo gant un darn vras eus an dud ha graet e vez "Tibet Vihan" anezhi a-wechoù.
Rannet eo ar vro bremañ e teir lodenn:
- Ar pep brasañ a zo e stad India Jammu ha Kachmir
- Rannet eo daou vann (pe "distrig"): Bann Kargil ha Bann Leh
- Aksai Chin, dalc'het gant Republik Pobl Sina
- Ul lodenn a zo e dalc'h Pakistan, anvet "Baltistan", ha muzulmaned an dud eno bremañ.