Mont d’an endalc’had

Legumaj

Eus Wikipedia
Legumaj diseurt
Legumaj en douar

Al legumaj (pe louzoù-kegin) zo plant a vez gounezet gant an dud evit bezañ debret, an hollad anezho pe ul lodenn anezho hepken. Legumaj a reer ivez eus al lodennoù-se, a c'hall bezañ bleuñv, delioù, korzennoù, gwrizioù, torzhelloù pe frouezh, gant ma ne vint ket dous. N'eo ket ur ger skiantel avat ha war dachenn ar boued e vez implijet kentoc'h eget war hini ar plant. A-wechoù e lakaer ivez an togoù-touseg hag ar bezhin en o zouez, dre ma vezont debret ivez.

E-touez ar plant a vez debret o delioù e c'haller menegiñ al letuz ; e-mesk ar re a vez debret o c'horzennoù emañ an asperjez ; ar c'harotez zo gwrizioù, ar c'haol-fleur zo bleunioù. E-touez ar frouezh a vez implijet da legumaj e c'haller menegiñ an tomatez hag e-mesk ar re a vez debret o greun emañ ar piz pe ar maiz.

Un nebeud legumajoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]