Mont d’an endalc’had

Leonardas Abramavičius

Eus Wikipedia

Leonardas Abramavičius (Leonhard Abramavicius) a zo marvet e 1960 e Kaunas (Lituania).

Mestrc'hoarier echedoù lituanian ha soviedat eo.

Leonardas Abramavičius a c'hoarias e skipailh broadel Lituania e-doug pevar Olimpiad Echedoù ofisiel hag unan diofisiel.


  • E miz Gouere 1930, ouzh ar bedervet tablenn en 3de Olimpiad en Hamburg (+4 –11 =0).
  • E miz Gouere 1931, ouzh ar bedervet tablenn er 4vet Olimpiad e Praha (+3 –7 =1).
  • E miz Gouere 1933, ouzh an dablenn-mir er 5vet Olimpiad e Folkestone (+5 –2 =2).
  • E mizioù Eost ha Gwenholon 1936, ouzh ar bempvet tablenn en Olimpiad diofisiel e München (+6 –8 =6).
  • E mizioù Gouere hag Eost 1937, er skipailh-mir er 7vet Olimpiad e Stockholm (+2 –1 =0).

Tapout a reas ur vendalenn argant e 1933[1].

Abramavičius a gemeras perh e Kampionadoù Lituania meur a wezh.

E miz Gouere 1943, e voe 1añ-3de skoaz-ouzh-skoaz gant Birmanas ha Romanas Arlauskas, (Abramavičius a voe 3vet er "play-off"), e Vilnius (12vet Kampionad Lituania).

E 1947, e voe 12vet, e 1948 8vet-9vet, e 1949 13vet-14vet, e 1950 e tuas ar maout gantañ, a-gevred gant Ratmir C'holmov, e 1951 14vet-15vet, e 1954 5vet-6vet, e 1955 6vet-7vet, hag e 1957 e voe 12vet[2].

Partiennoù dedennus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]