Lez
Neuz
Lez a reer eus meur a dra.
- 1. Eus ur wrizienn geltiek *lisso-, "kloz" ; (cy) llys, (ga) lios
- Annez ur roue, pe ur penn meur bennak ; gwelit lez roueel
- Al lec'h m'edo o chom, ur c'hastell pe ur maner alies, a gaver en anvioù-lec'h evel Lesneven pe Leskoed-Gwareg
- Diwar ar ster-se e teu al lez pa dalv lec'h ma vez rentet ar justis ennañ : lez-varn, hag ar gerioù deveret lez-kastiz, lez-terriñ (pe lez terriñ-barnoù), lez-torfedoù (pe lez asizoù), lez-dreist, lez-engalv, lez-uhel ha lez-vrezel (pe lez-varn-vrezel)
- Diwar ar memes wrizienn *lisso- e teu lis, lisoù evel plasenn al Lisoù (e Roazhon, da skouer)
- 2. Eus ur wrizienn geltiek *heos-, "kostez", "hanter" ; (cy) lied, (ga) leth
- Al lez, rann gostez korf un den etre an divorzhed hag an dargreiz (divlez eo al liester) ; er ster-se eo a gaver an anv Lez-Breizh e Barzaz Breiz Kervarker, gant ar ster "skor [dizalc'husted] Breizh"[1].
- 3. Eus ar galleg kozh lez "kostez", diwar al latin lotus, heñvelster.
- 4. Eus ar galianeg *ledo "red"
- Al Lez, ur stêr e kornôg Bro-C'hall, a zo Loir e galleg, meneget e-barzh troienn Super ledo[2].
- Al Lay, ur stêr e Vendée[3]
- Kêr Lezós (Lezoux, Puy-de-Dôme)[4], a oa ledoso vico en Henamzer[5].
- 5. Penngef ar verb lezel
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ober al lez da unan bennak zo klask gounit kalon un den bennak, da lavarout eo klask karantez pe vignoniezh un den bennak.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Barzaz-Breiz, 1867, p. 79.
- ↑ Dictionnaire Robert des noms propres, 2004, p. 1287-b.
- ↑ Georges Dottin (1920), La langue gauloise, Slatkine Reprints, 1985, p. 89.
- ↑ Georges Dottin, op. cit., p. 109.
- ↑ Colette Bémont, Jean-Paul Jacob : La terre sigillée gallo-romaine, Éditions de la Maison des sciences de l’homme, 1986, p. 137