Lucrezia di Cosimo de' Medici
Lucrezia di Cosimo de' Medici (Firenze, 14 a viz C'hwevrer 1545 – Ferrara, 21 a viz Ebrel 1562) a oa pempet merc'h an Dug-Meur Cosimo I de' Medici hag Eleonora di Toledo.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1557 e oa marvet he c'hoar henañ Maria di Cosimo Iañ de' Medici, a oa da eurediñ da Alfonso II d'Este, dug Modena ha Ferrara.
Lucrezia neuze, pemp bloaz yaouankoc'h eget he c'hoar, a zimezas dezhañ e 1558, d'he zrizek vloaz, un dimeziñ dre hanterouriezh. Met n'erruas e Ferrara nemet e 1560. Un argouroù pinvidik a voe roet d'an ozhac'h.
Hogen, kenkent ha dimezet, ez eas Alfonso II d'Este da lez ar roue gall Herri II, da Bariz, hag e laoskas anezhi hec'h-unan e Firenze. Eno ez eas he yec'hed da fall, ha gwashoc'h evit biskoazh e oa pan erruas e Ferrara, d'ar 14 a viz C'hwevrer 1560.
Bloaz goude e varvas diwar ur c'hleñved bennak, diwar gontamm a zo bet lavaret, met marteze diwar droug-skevent. 17 vloaz e oa. Bugel ebet n'he devoa bet, ha beziet e voe e Ferrara e Manati ar c'h-Corpus Domini, evel tud all an tiegezh Este.
Goude he marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Addimeziñ a reas Alfonso
- e 1565 da Barbara Aostria, merc'h da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel,
- e 1579 da Margherita Gonzaga, merc'h da Guglielmo Gonzaga, dug Mantova, ha d'e bried Eleonora Aostria, ur verc'h da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel.
N'en doe ket a vugale, ha gantañ e voe echuet lignez e penn dugelezh Ferrara.
He foltred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur poltred kaer eus Lucrezia zo bet graet gant Agnolo Bronzino, m'he gweler e du hag e livioù koustus a ro ton d'he dremm morlivet.
Barzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lavaret e vez ivez eo-hi an Dugez a zo anv anezhi e barzhoneg Robert Browning My Last Duchess.