Mont d’an endalc’had

Malvenn

Eus Wikipedia
Malvenn livet

Ar valvenn, pe malvenn al lagad, a zo un tamm kroc'hen a c'holo al lagad pa vez serret.
Div valvenn zo en-dro da bep lagad e gwirionez.
Er valvenn draoñ emañ gwagrenn an daeroù.

Malvenniñ pe brezilhat a vez lavaret eus fiñval ar malvennoù, pe malvinier.

  • Kustum eo ar merc'hed da livañ o malvinier.
  • Tud zo a blij dezho pokat da malvennoù an hini a garont.
  • E broioù zo e vezer kustum da serriñ malvinier an dud varv ma ne reont ket o-unan.

A-wechoù e c'hall un hesked, pe ur gor, dont war ar valvenn.