Marco Polo
Marco Polo (15 a viz Gwengolo 1254 – 8 a viz Genver 1324) a oa ur marc’hadour hag ur beajour, genidik eus kêr Venezia. Unan eus an Europiz kentañ eo bet o vont gant Hent ar seiz betek Sina (anvet gantañ Catai). Kontet en deus e eñvorennoù beaj en ul levr anvet Il Milione (diwar ar ger italianek evit milion pe diwar al lesanv Emilione roet d’e familh). Evit lod ez eo Marco Polo ur beajour dispar, tra ma lavar lod all e oa ur fougeer.
Krediñ a reer e voe Marco Polo hag e gerent o vevañ e Sina e-pad seitek vloaz a-raok distreiñ da Venezia. Pa voe deuet en-dro e voe prizoniet Marco Polo e-pad ur brezel etre Venezia ha Genova. En toull-bac’h e stagas da gontañ e eñvorennoù a voe lakaet dre skrid gant Rustichello da Pisa el levr Il Milione.
Ar veaj kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok Marco Polo e oa bet meur a veajour bras er familh. E dad Niccolò hag e eontr Matteo a rae kenwerzh gant broioù ar Reter. Beajet o doa dre Azia : eus Kergustentin, ma oant o labourat, e oant aet betek Krimea ha pelloc’h goude-se betek kreiz Azia, a oa e dalc’h ar Vongoled d’ar mare-hont. Tizhet e oa bet Sina ganto e 1266, ha bet e oant e lez Impalaer ar Vongoled, Koubilai, e Khanbaliq (Beijing hiziv). Deuet e oant en-dro da Italia, evel kannaded an Impalaer mongol], gant ul lizher evit ar Pab, ma c’houlenne an impalaer digantañ kas beleien d’an Impalaeriezh Vongol, evit kelenn doareoù ar c’hornôg da dud e vro.
An eil beaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Matteo ha Niccolò Polo a stagas gant un eil beaj, da gas respont ar Pab d’an Impalaer mongol, e 1271. Ar wech-mañ, Niccolò a gasas e vab Marco gantañ. Dont a reas hennezh da c’hounit fiziañs an Impalaer hag e guzulier e teuas da vezañ. E-pad 17 vloaz e gourc’hemenn ar C’han (an Impalaer), e teskas Marco Polo kalz traoù diwar-benn istor ha douaroniezh Sina ha diwar-benn he sevenadur hag he gouiziegezh, o doa kalz a lañs war re Europa d’ar mare-hont.
Il Milione
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa zeuas en-dro eus Sina e 1295, e chomas Marco Polo hag e familh e Venezia. Eno e teujont da vezañ brudet, ha dont a rae kalz tud d’o gwelet ha da selaou o istorioù, met nebeud o c’hrede. Evit trec’hiñ war o disfiz, e voe pedet an dud d’ur banvez gant Marco Polo. Er banvez-se e oa gwisket tud e familh gant dilhad eus Sina. E deroù ar pred e tennas pep hini eus e c’hodelloù mein prizius ha bravigoù a bep seurt o doa bet e Sina. Ken souezhet e voe an dud ma kredas an holl e Venezia komzoù ar familh Polo goude se.
Kemer a reas Marko Polo perzh en un emgann war vor etre Venezia ha Genoa, dirak Curzola (hiziv Korčula e Dalmatia), e 1298. Paket e voe ha kaset d’un toull-bac’h, ma chomas un nebeud mizioù. En toull-bac’h e stagas da gontañ e veajoù e broioù pell ar Reter pellañ, gant forzhig munudoù. Ul levr a voe skrivet, diwar e gomzoù, da gontañ e veajoù e broioù dianav ar Reter pellañ. Al levr a voe skrivet en okitaneg da gentañ, dindan an titl ‘’Le divisament do monde’’, ha troet goude se e meur a yezh eus Europa. Kollet e voe ar skrid orin hag a-wechoù e kaver dislavarioù etre an embannadurioù er yezhoù all. Bezet pe vezet, e istorioù a reas berzh, ken ez eo ur souezh gant an dister ma oa an doareoù embann d’ar c’houlz-se en Europa.
Dibenn e vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech lezet da vont eus an toull-bac’h, Marco Polo a zistroas da Venezia e 1299. Ne guitaas ket ar gêr ken ha berzh a reas er c’henwerzh. Skrivañ a reas e-unan ur stumm nevez eus e eñvorennoù, en italianeg, dindan an anv ‘’Il Milione’’. Troet e voe ar skrid e latin gant ur manac’h hag e yezhoù all war-lerc’h, met kollet e voe ar skrid italianek ivez. Mervel a reas Marco Polo e 1324, d’an oad a 69 bloaz.
Ha gwir eo ar beajoù-se ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Just a-raok e varv, hervez a gonter, Marco Polo a voe goulennet digantañ gant ur beleg kofesaat e c’hevier. Nac’h a reas Marco Polo ha disklêriañ a reas n’en doa ket kontet an hanter eus ar pezh en doa gwelet.
Kavout a ra d’an darn vrasañ eus an istorourien e oa bet Marco Polo e Sina. Evit lod ne vije ket aet keit-se ha n’en dije graet nemet kontañ traoù bet kontet dezhañ gant tud all. Evit an dud diskredik-se eo souezhus ne vije ket bet anv gant Marco Polo eus traoù heverk evel an doare-skrivañ sinaek, ar bizhier bihan implijet evit debriñ, an te, pe Moger Vras Sina. Ouzhpenn se, emezo, ne gaver ket meneg eus Marco Polo e skridoù Sina eus ar mare-hont, daoust ma oa e lez Kubilai, hervez e gomzoù.
Eus an tu all e vez diskrivet gant Marco Polo traoù heverk eus Sina ha dianav da dud ar C’hornôg, gant forzhig munudoù, evel ar moneiz paper, Kanol Vras Sina, an tigred, servij ar post en Impalaeriezh. Anv a vez graet gantañ ivez eus Japan, anvet Zipang pe Cipangu en e skridoù. Ar meneg kentañ eus Japan eo e skridoù Europa.
Evit ar re gentañ eta n’en deus graet nemet adkontañ ar pezh en doa klevet digant marc’hadourien arab bet war Hent ar seiz. Met evit ar re all eo posupl-tre e vije bet e Sina e-unan.
Levezon Marco Polo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma n’eo ket Marco Polo an Europad kentañ a vije aet betek Sina war droad (sellit da skouer ouzh Giovanni da Pian del Carpini), e levr a voe bras e levezon : brudet e voe e veaj gantañ hag e-pad pell e chomas al levr gwellañ diwar-benn ar broioù-hont.
Skrid Marco Polo, gant e zeskrivadur eus pinvidigezhioù ar Reter, a voe unan eus an abegoù a vroudas Kristol Goulm da vont war ar mor ouzh o c’hlask eus tu ar c’hornôg. Hervez ar vojenn en dije degaset Marco Polo traoù eus Sina da Italia, evel ar spaghetti. Met gouzout a reer e oa anavezet an toazennoù en Italia a-raok amzer Marco Polo.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |
D'an 16 Kerzu 2007, ez eo bet lakaet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel « pennad eus an dibab ». Gallout a rit reiñ hoc'h ali war ar c'hinnig-se. |