Matra MS80
Ar Matra MS80 a zo ur c'harr Formulenn 1 enrollet gant Matra Sports e-pad ar gevezadeg 1969, bleniet gant ar skos Jackie Stewart hag ar gall Jean-Pierre Beltoise, poulzet gant ur c'heflusker Ford-Cosworth V8. Ijinet a oa bet gant Gérard Ducarouge ha Bernard Boyer. An hini nemetañ gant Ferrari eo ar c'harr-se en deus gounezet ur gevezadeg hep bezañ savet e Bro-Saoz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a ra Matra gant karr ar gevezadeg a-raok, ar MS10 e Priz Bras Suafrika met erlec'hiet eo bet gant an MS80 er Priz Bras a zeu, Bro-Spagn. Jackie Stewart a c'hounez ar redadeg-se div zro dirak Bruce McLaren. Goude ar Priz Bras-se eo bet difennet an askelligoù uhel, abalamour da gwallzarvoudoù Lotusoù 49B Graham Hill ha Jochen Rindt, neuze e rank Matra ober gant askelligoù nevez izeloc'h ha muioc'h liammet ouzh ar c'harr.
Pevar Priz Bras-all a c'hounez Jackie Stewart en Izelvroioù, Bro-C'hall, Breizh-Veur hag en Italia, e-lec'h ma ne ra Beltoise nemet tri fodium. Mont a ra ar maout gant Matra evit kevezadeg ar saverien, 17 poent dirak Brabham pa ya da vezañ Stewart kampion bed, 26 poent dirak Jackie Ickx war Ferrari.
Disoc'hoù e kevezadeg bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloavezh | Skipailh | Keflusker | Bandennoù-rod | Blenier | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | Poentoù | Renkadur |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
1969 | Matra International | Ford Cosworth DFV V8 | Dunlop | SAF | SPA | MON | IZV | C'HA | BRV | ALA | ITA | KAN | SUA | MEC'H | 66* | 1añ | |
Jackie Stewart | 1 | Dil. | 1 | 1 | 1 | 2 | 1 | Dil. | Dil. | 4 | |||||||
Jean-Pierre Beltoise | 3 | Dil. | 8 | 2 | Dil. | 3 | 4 | Dil. | 5 |
Da welout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |