Mont d’an endalc’had

Mindrailherez

Eus Wikipedia
Mindrailherez
Mindrailherez
Soudarded alaman oc'h adkargañ ur vindrailherez MG42
Krouidigezh 1862
Lec'h krouidigezh Stadoù-Unanet Amerika
Doare arm Enep troadegiezh

Enep kirri-nij
Arm emgefreek

Mindrailherez a vez graet eus un arm-tan emgefreek dezhañ ur gambr o tegemer kartouchennoù bihanoc'h o c'halibr evit 20 milimetr (reizhiad metrek, pe .50 meutad er sistem imperial). An armoù damheñvel met kambret evit bannadelloù tevoc'h a vez anvet kanolioù emgefreek.

Pal kentañ ar mindrailherezioù eo reiñ ur galloud-tan galloudusoc'h ha pelloc'h evit an armoù hiniennel all, gant un niver a dennoù kalz uheloc'h hag hiroc'h.

Donedigezh ar vindrailherez war an tachennoù-emgann a vez gwelet evel ur sin eus ar Reveulzi greantel o tont etrezek bed ar brezel.

Ar Gatling a voe ar gentañ mindrailherez. Hervez hec'h ijiner e c'helled ober labour hanter-kant fuzuilh ganti (gant 400 bolod tennet dre vunutenn en ur mod pleustrek, ha 1.200 bep munutenn en un doare teorikel). Dav e oa d'ar servijer-mindrailherez treiñ un dornikell evit tennañ ganti.

Peurliesañ e vez graet un diforc'h etre ar mindrailherezioù ponner (kalibr .30 pe uheloc'h) hag ar mindrailherezioù enep-troadegiezh. Evit ar re bonnerañ ez eo dav kaout daou pe dri den d'o implijout : unan evit tennañ, un eil evit cheñch ar c'hanol goude ur mare (war un MG42, pep 10.000 boled), hag a-wechoù, un trede den evit dougen ha pourveziañ ar c'hartouchennoù.

Ar c'hentañ mindrailherezioù a voe savet e kreiz an XIXvet kantved. Diazez ar mindrailherezioù a oa an niver uhel a dennoù diouzh renk ha dreist-holl ar mekanikerezh tennañ. Kroget e oa gant ar Gatling gun e 1862, a voe degemeret en United States Navy. Ar re savet war he lerc'h a chome reoù nerzhiet dre an daouarn o treiñ un dornigell. Ar c'hemm a zeuio gant ijinadenn Hiram Maxim, ar Maxim gun. An Doktor Gatling a glaskas krouiñ mindrailherezioù oc'h implijout kefluskerioù tredan ; implijet e vez an doare-se c'hoazh hiziv-an-deiz e lod eus ar mindrailherezioù a-vremañ evel an M134 Minigun.

Ledan eo hag ez eo bet implij ar ger mindrailherez. Hervez ar ster teknikel a-vremañ e vez graet mindrailherez eus "un arm emgefreek penn-da-benn hag a gambr, tenn hag adkambr keit ha ma vez pouezet war an draen, betek ma vefe echuet gant ar c'hartouchennoù pe ma vefe paouezet da bouezañ war an draen." Gant an termenadur-se e vez lakaet a-gostez ar c'hentañ mindrailherezioù hag a oa reoù dre zornell evel ar Volley guns pe ar Gatling.

Armoù kentañ gant tennoù lies

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sell a dost ouzh ur revolver dezhañ ur blatinenn-vechenn hag un daboulin eizh tenn (Alamagn, e-tro 1580)

An armoù kentañ dezhe meur a denn a anavezer a oa reoù savet da vare ar Grennamzer. Ar re-se a veze graet ribauldequin anezho. Ar c'hentañ armoù gant ur c'hanol nemetken a c'helle tennañ meur a denn hep ne vefe rediet adkargañ anezhe bewech a voe ar revolver savet en Europa e-fin ar XVvet kantved. Unan anezho a zo un arm-skoaz savet e Nürnberg, Alamagn, e-tro 1580. Unan all a zo un akebut, savet gant Hans Stopler eus Nürnberg e 1597.

Diaes e oa sevel armoù a c'helle tennañ diouzh renk gant kanolioù hir d'ar mare-se. Ret e voe gortoz ijinadenn ar gouriz tennoù evit ma teuje da vezañ posubl. Ar mousked Kalthoff pe ar fuzuilh Cookson a oa bet savet met e bihan-niver er XVIIvet kantved.

Ar vindrailherez Maxim hag ar C'hentañ Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gentañ mindrailherez emgefreek a voe ijinet e e 1884 gant Sir Hiram Maxim. Ar vindrailherez Maxim a implije nerzh distro ar gazoù bet produet gant an darzhadenn evit tennañ an hini war-lerc'h e-serr nerzh an dorn o treiñ un dornell. Evel-se e oa kalz uheloc'h an niver a dennoù evit na oa re ar mindrailherezoù evel an Nordenfelt pe ar Gatling. Gant an ijinour Maxim e oa bet ouzhpennet ivez un doare yenaat dre zour, gant ur pod tro-dro da ganol ar vindrailherez. Kalz uheloc'h e oa temperadur ar mindrailherezoù nevez emgefreek evit na oa ar re dre zorn.

Ar vindrailherez Maxim a voe implijet buan dre ar bed. Kavet e voe e kalz armeoù eus ar broioù engouestlet er C'hentañ Brezel-bed gant doareoù kemmet a-nebeudoù hervez ar vro. An doare ma oa bet savet ar vindrailherez-se a oa unan na implije ket kalz soudarded, a oa aesoc'h da staliañ evit na oa an Nordenfelt hag ar Gatling. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet diskouezet anat nerzh galloudus ar mindrailherezoù. E 1912, e oa bet pourvezeiet d'an United States Army peder mindrailherez dre rejimant troadegiezh. A-benn 1919 e oa 336 mindrailherez dre rejimant. Gant ar sifroù-se e weler sklaer ar plas a oa bet kemeret gant familh an armoù-se war an tachennoù brezel.

Mindrailherezoù ponneroc'h a voe savet diaezezet war ar Maxim evel ar vindrailherez Vickers hag un toullad armoù all hervez ar broioù hag a-feur ma pade ar brezel. Ar vindrailherez Hotchkiss a voe unan eus ar re-se diazezet en XXvet kantved. Pistolennoù-mindrailher a voe krouet ivez evel an MP 18 alaman da skouer, ha fuzuilhoù-mindrailher evel ar Madsen, ar Chauchat pe al Lewis. Ar re-se a voe implijet un tamm e dibenn ar brezel. An armoù nevez-se a oa da vezañ implijet e plas ar mindrailherezoù, a oa ponneroc'h, da vare an argadennoù war-zu fozioù-brezel an enebourien. Evel ar c'hanolierezh e e teuas ar mindrailherezoù da vezañ ur spont bras evit soudarded an troadegiezh.[1]

Francesco Baracca o poziñ dirak un Nieuport 11. Gwelet e vez anat ar vindrailherez war an askell.

Ar c'hentañ wech ma voe ouzhpennet mindrailherezoù war ar c'hirri-nij a voe e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. A-raok e oa bet dija blenerien oc'h implijout fuzuilhoù. Ur gudenn deknikel a voe raktal. An efedusañ evit un arm en ur c'harr-nij gant ur blenier nemetken a oa lakaat anezhañ dirazañ. Aesoc'h e oa evit tennañ, met ar gudenn a oa da renkañ evit na vije ket tennet war ar rod-viñs. An diskoulmoù kentañ d'ar gudenn-se, a oa bet kirri-nij gant ar rod-viñs en a-dreñv d'ar c'harr-nij evel ar Vickers F.B.5, Royal Aircraft Factory F.E.2 pe c'hoazh an Airco DH.2. Un diskoulm all a oa bet gant ar mindrailherezoù war an divaskell evel war an Nieuport 10 pe Nieuport 11. Evel-se ne oa ket tenn ebet a c'helle tizhout ar viñs. Un diskoulm all a oa bet implij biñsoù metal evel ar re lakaet war ar Morane-Saulnier L. Dre-se ne oa ket ken grevus ma oa tennoù o tizhout ar viñs.

Doare gwikefre adkargañ ar fuzuilh-vindrailher Lewis

E-kreiz ar bloavezh 1915, e oa bet kavet un doare mekanikerezh klotadur etre ar vindrailherez ha troioù ar rod-viñs. Al Luftstreitkräfte (Korfad impalaeriel nij alaman) eo en devoa krouet ar mekanikerezh-se, ar wech-mañ e oa dibosubl tennañ war ar rod-viñs. Ar Gevredidi n'o devoa ket krouet ur mekanikerezh evel-se betek ar bloavezh 1916, hag e-pad al lajad amzer-se e oa bet spontus evit ar vlenerien kirri-nij brezel. Graet e oa bet Fokker Scourge eus ar mare-se, goude ma voe gwelet ar c'hentañ Fokker Eindecker, ar c'hentañ karr-nij alaman gant ar mekanikerezh-se o tizhout an tachennoù emgann.

Etre an daou vrezel hag Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-feur ma rede an amzer e oa bet gwellaet ar mindrailherezioù. Mare ar C'hentañ Brezel-bed en doa degaset un implij bras eus an arm-se ha neuze gwelladennoù lies. Mindrailherezioù skañv a oa bet savet evel harp-tan d'ar strolladoù-stourm. Un ezhomm a oa ma vijent hezoug met gant ur galloud-tennañ uhel ha kreñv.

Gant ma oa gwellaet an danvezioù diazez goude ar c'hentañ Brezel-bed, ar mindrailherezioù skañv a oa bet tu gwellaat anezhe a-benn bezañ hezoug muioc'h c'hoazh. An tresoù evel re ar Bren o devoa kemeret plas ar mindrailherezioù koshoc'h evel al Lewis gun evit tan-harp ar skouadrennoù troadegiezh. Anatoc'h-anatañ e oa an diforc'h etre ar mindrailherezioù etre evel ar M1919 Browning hag ar re bonner evel an M2 Browning. An tresoù nevez a zilaoske ar podadoù-dour evit yenaat ar mindrailherezoù, peogwri e oa re ziaes da genderc'hel gant ar sistem-mañ evit an armoù hezoug. Kalz aesoc'h e oa bet implijout kanolioù a veze tennet hag eskemmet gant reoù nevez.

Ar mare etre an daou vrezel-bed a voe hini ar mindrailherezoù gante ur rol ledan, evel an MG34 alaman. Ar mindrailherezoù nevez-se a c'helle bezañ implijet evel reoù skañv pe etre, met diaes e oa sevel leun anezho, hag an arbennigourien a voe rediet da adwelet an doare ma oant savet evit talañ ouzh ar gudenn-se, evel gant krouidigezh an MG42. Ar vindrailherez-se a oa simploc'h, marc'hamatoc'h da broduiñ, gant un tenn galloudusoc'h ha primoc'h. Kemer a reas plas an MG34 en holl implijoù nemet evit ar re war ar c'harbedoù. Ne oa ket aes kaout un MG42 dafaret war karbedoù rak ret e oa eskemm alies ar c'hanol hag a domme buan.

An taolioù arnodiñ graet war an MG42 er Stadoù-Unanet Amerika o devoa diskouezet splann e oa ret kaout mindrailherezioù gwelloc'h en nerzhioù lu stadunanat. Rankout a rae bezañ damheñvel ouzh an M2 Browning, a gemere plas an M1919. Implij ar re MG42 tapet e fin ar brezel ne oa ket posubl. Neuz an arm na roe ket an tu da vezañ implijet gant tennadennoù berr adal ar skoaz evel ar BAR. Goude labourioù hir e voe savet ar vindrailherez M60. Implijet e voe evit ar wech kentañ war tachennoù emgann Brezel Vietnam.

Ar mindrailherezioù a vez anezho hiziv-an-deiz a zeu a-benn da dizhout ar c'hefridioù a vez fiziet enne, ar pezh a laka an nevezadurioù da vont goustadik war-raok.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Du-hont, paotr kaez, emezañ, e oa eun ifern beza, gant o mindrailherezed milliget." Dek devez e Verdun, gant Jules Gros, pajenn 266
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan