Mont d’an endalc’had

Mnemosyne

Eus Wikipedia
Mnemosyne (1881), gant al livour saoz Dante Gabriel Rossetti[1]

Mnemosyne (Μνημοσύνη / Mnêmosúnê e gregach, diwar μνήμη / mnếmê, "eñvor") a oa un Ditanez, merc'h da Ouranos ha Gaia, hag a c'hanas an Nav Muzenn, goude bezañ degemeret Zeus en he gwele nav nozhvezh diouzh renk. Doueez an Eñvor eo-hi.

Hervez Caius Julius Hyginus e oa yaouankoc'h, ha kentoc'h merc'h da Zeus ha d'an nereidenn Klymene.

Sed anvioù he nav merc'h:

E Theogonia ar barzh Hesiodos e teu galloud ar rouaned ha barzhed da gomz a-berzh Mnemosyne hag he darempred gant ar Muzezed.

Genel a eure an nav muzenn goude bezañ degemeret Zeus e-pad nav nozvezh en he gwele. Skeudenn an Eñvor eo, ha diskouezet e veze evel ur vaouez o terc'hel he skouarn etre daou viz he dorn dehoù, pe gant un dorn dindan he groñj.

  1. Delaware Art Museum, Samuel and Mary R. Bancroft Memorial, Rossetti Archive.