Nicolas Genka
Nicolas Genka (Eugène Nicolas hervez e anv ofisiel), a zo ur romantour ganet e 1937 e Kemper ha marvet d'an 12 a viz Genver 2009 e Nogent-sur-Marne. Kreizennet eo e oberenn, un oberenn berzet gant ar Stad c'hall, war tem ar gwadorged.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E vamm a oa Alamanez pa oa breton e dad hag e voe desavet Eugène Nicolas e Breizh. Bez' e oa amezeien evit disprizout e vamm pa oa ur vaouez estren. Pa voe 21 ez eas da vrezeliñ da Aljeria evel klañvdiour. Ur wech distro d'ar vro e 1961 e savas ur romant dindan 10 devezh, L'Épi monstre (An danvouezenn aerouant) evel m'en dije savet ur pezh jazz hervezañ. Istor ur familh gant un tad ha div verc'h, dezho darempredoù gwadorgedel a gas unan anezhi d'ar marv.
Pa ne oa ket bet degemeret e zornskrid gant 13 ti-embann, Christian Bourgois a asantas ma voe lakaet anezhañ da vezañ moullet evit an ti-embann Julliard. dindan an anv-pluenn "Nicolas Genka", gant ur rakskrid gant Marcel Jouhandeau.
Ken mat eo ar werzh ma'z eus kaoz da sevel troidigezhioù ha krouet ez eus ur priz lennegel gant Jean Cocteau evit garedonañ an oberour, Priz an "Enfants terribles" (Bugale dizurzh), diwar anv ar film brudet savet gant ar barzh.
Ha pa oa bet ur werzh vat e-pad 6 miz e tivizas ar Stad, e miz Gouere 1962, e oa al levr un dañjer evit ar yaouankiz hag e oa da vezañ berzet hervez lezenn 1949 diwar-benn gwarez ar yaouankiz.
Dizalbadet eo bet ti Niclas Genka e-kichen Kemper ha lakaet eo bet an tan en e levrioù.
Ne gav ket harp ebet digant André Malraux, daoust m'eo bet soutenet gant meur a skrivagner. An eil romant, Jeanne la Pudeur a dap kaout ur priz all, unan brudet-tre, ar Priz Fénéon, met berzet eo diwar ur varnadenn-justiz. Er romant-se e veze kontet istor ur c'hast deuet d'he c'hêriadenn en-dro, ur wech gant un den du hag ur wech all gant un den melen.
Ne c'hell ket kendelc'her gant ar sevel romantoù hag eo rediet d'ober mil vicher.
E 1999 o deus embannet daou di-embann an daou romant berzet hep kaout trubuilh a-berzh ar Stad. E 2001 e lakaas Nicolas Genka ur trede romant er-maez, Les premières maisons de ville (Ar c'hentañ tiez-kêr).
Pouez Nicolas Genka
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tonkad arouezel zo bet d'ar "skrivagner mallozhet" er mare ma oa kreñv galloudoù ar velestradurezh gall e-keñver oberennoù an arzourien dre an abeg ma c'hellfe bezañ "lakaet ar yaouankiz en arvar". Dindan prezidantelezh Valéry Giscard d'Estaing e voe dispennet an darn vuiañ eus ar c'hengorioù a blede gant al lennegezh hag ar sinema. Chom a rae al lezenn 1949 da dalvezout memestra
Koulskoude e oa bet anavezet perzhioù mat Nicolas Genka ha nerzh e eztaoladurioù, pa oa soutenet gant ur bagad skrivagnerien vrudet.
Komzoù Nicolas Genka
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Genver 1999 e voe goulennataet Nicolas Genka gant Viviane de Tapia evit ar [ kelaouenn|gelaouenn]] Art-Press. Disklêriañ a reas div gomz a-bouez-bras:
«An holl gounnar am boa enkorfet a-hed Brezel Aljeria a zo bet an abeg bras evit ma stil, talm ma skritur. Ur gounnar na oa posupl da zen kemer e berzh, dreist-holl da dud ar metoù lennegel e oan o taremprediñ hag e oa al levr-se (An danvouezenn aerouant) ur seurt luc'hskeudenn tennet eus ma gwad o virviñ er prantad-se.»
Ne oa ket diseblant ouzh ar brezhoneg:
«Gwad keltiek zo din koulz ha gwad alaman a-berzh ma mamm hag a zo bet an den a spered harzouriezh am eus tro da anavezout. Me, n'eus broadelezh ebet ganin pa'm eus kemeret ar galleg, ar yezh on bet rediet da zeskiñ gant ma mamm-gozh pa ne oa ket houmañ evit gouzañv ar brezhoneg, met, pa oan bihan e kave din e oa ken koant ar yezh-se, diguñv a-wechoù, un deneridigezh diguñv dezhi.»
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'épi monstre (An danvouezenn aerouant) (1961) (rakskrid gant Marcel Jouhandeau), adembannet e 1999 e ti-embann Exils (ISBN 2912969034)
- Jeanne la pudeur (Janed ar Santez) (1964) (Prix Fénéon), adembannet e 1999 e ti-embann Flammarion (ISBN 2080678272)
- Les premières maisons de ville (Ar c'hentañ tiez-kêr) e ti-embann (Flammarion, 2001) (ISBN 2080678264).
Tri romant a zo chomet diembann e Bro-C'hall.