Pêr V
Neuz
Pêr V pe Pedro de Alcântara Maria Fernando Miguel Rafael Gonzaga Xavier João António Leopoldo Victor Francisco de Assis Júlio Amélio de Bragança, Bourbon e Saxe Coburgo Gotha hervez e wir anv, ganet e Lisboa e 1837 ha marvet e Lisboa e 1861, a voe roue Portugal e-pad 8 vloaz, eus 1853 betek 1861.
Mab e oa d'ar rouanez Maria II Portugal ha d'he fried Ferdinant II .
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Stephanie von Hohenzollern e 1858. Mervel a reas ar wreg yaouank er bloaz goude, da 22 vloaz, ha divugel. Ar roue intañv a varvas daou vloaz goude.