Mont d’an endalc’had

Pêr Yann Nedeleg

Eus Wikipedia
Pierre-Jean Nédélec
Obererezh Beleg
Kelenner, Diellour
Dastumer, Troer
Ganedigezh D'an 28 a viz Meurzh 1911
e Ploneour-Lanwern, Breizh
Marv D'an 1 a viz Mezheven 1971
Kemper, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg

Pêr Yann Nedeleg, ganet e Ploneour-Lanwern d'an 28 a viz Meurzh 1911, marvet e Kemper d'ar 1añ a viz Mezheven 1971, a oa ur beleg en deus bet skrivet brezhoneg ha kelennet ar yezh-se e kloerdi Kemper,

Bloaz goude bezañ beleget e voe anvet da gelenner e kloerdi bras Kemper hag eno e kelennas istor ha brezhoneg d'ar gloareged yaouank. Mignon e voe Pêr Yann Nedeleg gant Maodez Glanndour, en doa anavezet e Roma, ha ganto o-daou e voe krouet ar gelaouenn vrezhonek kristen Studi hag Ober. War urzh an eskob e rankas an aotrou Nedeleg paouez da vezañ rener ar gelaouenn e 1941.

Gant an aotrou Nedeleg e voe lakaet embann e 1942 Leor nevez kantikou brezoneg an eskopti, ennañ kantikoù kempennet gantañ[1]. Gant danvez e gentelioù brezhoneg er c'hloerdi e savas ur Yezadur ar brezoneg a voe echuet gantañ e 1943, met na voe ket embannet e stumm ul levr.

Etre 1969 ha 1971 ez embannas meur a gaier eus Kenvreuriez ar Brezoneg evit reiñ skridoù brezhonek da veleien eskopti Kemper. Troet e oa an aotrou Nedeleg gant an istor ivez hag e penn ar Société Archéologique du Finistère e voe etre 1965 ha 1969[2].

  • Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon, Brest, Moulerez ru ar C’hastel, 1942, 207 p. hep tonioù.
  • Yezadur ar Brezoneg, Lesneven, 1943, 108 p.
  • Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon. 1946, Kemper, Guivarc’h–Le Goaziou, 1946, 232 p. gant tonioù.
  • gant Joseph Le Marrec, Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon, Kemper, Guivarc’h–Le Goaziou, 1946, 202 p. gant tonioù.

Levr oferenn e brezhoneg :

  • Leor-overenn evid an aoter, Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, 1970, 52 p. ment bras,
  • Komz Doue en overenn, levr T, Kenvreuriez ar Brezoneg Eskopti Kemper ha Leon, 1972, 159 p.
    (al levrennoù da heul eus levr-oferenn-mañ a vo embannet gant ar chaloni Fañch Elard etre 1972 ha 1974).
  1. Semaine Religieuse de Quimper et de Léon, 1936, p. 806 ; 1937, p. 268 ; « Rak-Skrid » eus Kantikou Brezonek 1946, p. 5-6 (lenn enlinenn). Gwelit Hervé Queinnec, « Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946 » war lec'hien eskopti Kemper ha Leon.
  2. Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, 1972, p. 495-496.