Pevar-yev
Ur Pevar-yev, pe quadriga (Latin quadri-, pevar, ha jungere, yevañ) zo ur c'harr sachet gant peder c'hazeg e Roma gozh, par da Tethrippon Hellaz. Ganto e veze redadegoù er C'hoarioù Olumpek hag er c'hoarivaoù roman.
War listri Hellaz kozh hag en izelvosoù e vez gwelet kirri pevar-yev gant an doueed ha harozed. E Roma e oa deuet da vezañ arouez an trec'h. Victoria pe Fama eo a vez gwelet o vleniañ quadrigae. Apollon a vez gant e garr o treuziñ an oabl, o tegas sklerijenn hag oc'h argas an deñvalijenn.
Gant ar ger quadriga e reer anv pe eus ar c'harr hepken, pe eus ar peder c'hazeg o-unan, pe eus ar c'harr hag eus an anevaled stag outañ.
An holl girri pevar-yev zo savet diwar skouer Quadriga an Trec'hlid, ur c'hizelladur hellazat pe roman ha ne chom nemeti eus ar c'hirri kozh-se.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Quadriga, Leurgêr ar Palez, Saint Petersburg
-
Quadriga, Wellington Arch, Londrez
-
Quadriga ar Peoc'h, Arc du Triomphe du Carrousel, Pariz
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Berlin.de: Brandenburger Tor, Pariser Platz, Quadriga
- Quadriga. Encyclopaedia Romana.
- Quadriga. XS4ALL internet: Internetprovider voor toegang en hosting.