Mont d’an endalc’had

Sioued

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pobl Dakota)
Sioued
Očhéthi Šakówiŋ e dakotaeg
Bandenn brezelourien siou (poltred gant Frank A. Rinehart, 1898
Poblañs klok

170 110 (2010)[1]

Broioù e lec'h ma vezont kavet
Flag of Stadoù Unanet Amerika Stadoù Unanet Amerika
(SD, MN, NE, MT, ND, IA, WI, IL, WY)
 Kanada
(Manitoba, Saskatchewan)
Yezhoù
Sioueg (Lakotaeg, dakotaeg ar c'hornôg, Dakotaeg ar reter), Asiniboineg, yezh Stoney, Saozneg.
Relijionoù
Kristeniezh (ha furmoù sinkretek), relijion hengounel
Pobloù liammet
Asiniboin, Dakota, Lakota, Nakoda, ha pobloù siouek all


Ar Sioued pe Oceti Sakowin (e Dakotaeg: Očhéthi Šakówiŋ /otʃʰeːtʰi ʃakoːwĩ/) zo strolladoù meuriadoù amerindian hag izili eus ar Broadoù kentañ e Norzhamerika hag a ro dezhe o-unan an anv a Očhéthi Šakówiŋ ("Seizh tantad kuzul"). Mont a ra daou strollad d'ober ar Sioued a vremañ, hervez ar yezh a gomzont : an Dakotaed hag al Lakotaed. Dont a ra an anv "Siou" eus distresadur ur ger ojibweek, Nadouessioux, gant gallegerien, ha gallout a ra ober dave da forzh peseurt strollad etnek e-barzh ar Vroad vras siou pe da forzh pehini eus rannyezhoù niverus ar vroad.

A-raok ar XVIIvet kantved e oa an Dakotaed Santee (Isáŋyathi, "kontell" e dakotaeg), anvet ivez Dakotaed ar Reter) o vevañ e biojoù al Lenn Uhelañ gant tachennoù e Norzh Minnesota hag e Wisconsin. Dastum a raent riz gouez, jiboesat loened ar c'hoadoù ha pesketa gant kanoeoù. Brezelioù ouzh an Ojibweed er XVIIvet kantved a argasas an Dakotaed da su Minnesota, el lec'h ma oa Dakotaed ar c'hornôg (Yankton, Yanktonai) hag an Tetoned (Lakotaed) o chom. Er bloavezhioù 1800 e sinas an Dakotaed feurioù-emglev gant ar Stadoù-Unanet. Dilezel a raent d'ar gouarnamant kalz eus o douaroù e Minnesota. Abalamour ma ne zeuas ket ar gouarnamant a-benn da baeañ e koulz ar pezh a oa divizet er feur-emglev, ha dre ma oa berr ar boued gante, e tarzhas Brezel an Dakotaed e 1862. Goude ar brezel e voe harluet an Dakotaed e-maez Minnesota da virvaoù niverus en Nebraska, e North Dakota, e South Dakota hag e Kanada. Goude 1870 e krogas an Dakotaed da zistreiñ da Vinnesota hag e voe krouet ar mirvaoù a-vremañ er Stad. An Dakotaed Yankton ha Yanktonai (Iháŋktȟuŋwaŋ ha Iháŋktȟuŋwaŋna, "Kêriadenn-er-penn" ha "Kêriadennig-er-penn"), anvet ivez Wičhíyena e dakotaeg, a oa o chom e bro ar stêr Minnesota a-raok lezel o douaroù gant ar gouarnamant ha mont da Zakota ar su e 1858. Daoust ma tilezent o douaroù e oant aotreet dre o feur-emglev gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet da zerc'hel o roll hengounel en Očhéthi Šakówiŋ evel gwarded eus Mengleuz Pipestone, anezhi kalon sevenadurel pobl ar Sioued. Graet e vez Dakotaed ar c'hornôg anezhe (pe Sioued kreiz), hag en amzer dremenet e oant bet anvet Nakotaed dre fazi. An Asiniboined hag ar Stoney eus kornôg Kanada hag eus Montana eo an Nakotaed wirion.

Al Lakotaed, anvet ivez Tetoned (Thítȟuŋwaŋ, "Annezerien ar bradenn" marteze), eo ar Sioued zo o chom ar pellañ er c'hornôg, ha brudet evit o sevenadur chaseourien ha brezelourien. Pa erruas ar c'hezeg er vro er bloavezhioù 1700 e teuas al Lakotaed da vezañ ar meuriad galloudusañ er c'hompezennoù betek ar bloavezhioù 1850. Stourm a rejont ouzh arme ar Stadoù-Unanet e Brezelioù ar Sioued ha dont a-benn da drec'hiñ ar 7vet rejimant marc'hegerezh en Emgann Little Big Horn. Echuiñ a reas ar brezelioù gant ar Stadoù-Unanet goude Lazhadeg Wounded Knee.

En XXvet hag en XXIvet kantved o deus dalc'het an Dakotaed hag al Lakotaed da stourm evit ar gwirioù roet dezho er feurioù-emglev sinet gant ar gouarnamant. Galloud a reer menegiñ darvoud Wounded Knee, ar stourm ouzh an Dakota Access Pipeline hag er bloavezhioù 1980 ar prosez dirak Lez-varn Uhel ar Stadoù-Unanet, United States v. Sioux Nation of Indians, ma tisklêrias al lez-varn e oa bet kemeret douaroù ar meuriad termenet gant Feur-emglev Fort Laramie 1868 e-maez lezenn gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet, hag e oa dleet paeañ un digoll gant kampi d'ar meuriad. E 2018 e talveze ur miliard a zollaroù. Nac'het o deus ar Sioued bezañ paeet ha goulennet o deus e vefe restaolet ar Black Hills dezhe kentoc'h. Hiziv, ar Sioued o deus meur a c'houarnamant meuriad disheñvel strewet e meur a virva, ha kumuniezh. Mirvaoù o deus e North Dakota, South Dakota, Nebraska, Minnesota, ha Montana er Stadoù-Unanet, hag Manitoba, e su Saskatchewan, hag Alberta e Kanada.

Hendadoù ar Sioued

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Sioued kentañ a veve moarvat e-kreiz traoñienn ar Mississippi ha diwezhatoc'h e Minnesota, e-pad tri mil bloaz d'an nebeutañ[2]. Degouezhout a reas hendadoù ar Sioued e koadoù kreiz Minnesota hag e gwalarn Wisconsin o tont eus kreiz ar stêr Mississippi nebeut amzer goude 800 goude J.-K.[2]. An arkeologourien a ra anv anezhe dindan anv ar "C'hontinuum Woodland Blackduck-Kathio-Clam River"[2]. War-dro 1300 e kemerjont perzhioù ur gevredigezh meuriad eus an norzh hag dont a rejont da vezañ anavezet evel ar "Seizh tantad kuzul"[2].

Darempredoù kentañ gant Europiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv zo eus an Dakotaed evit ar wezh kentañ evel ur bobl o chom e-kichen mammenn ar stêr Mississippi hag al lennoù bras er XVIIvet kantved[3]. E 1659 e oant en em strewet er c'hornôg abalamour d'o brezel gant an Irokezed. E-pad ar bloavezhioù 1600 e krogas al Lakotaed d'en em strewiñ er c'hompezennoù, ha mont a reas war o lerc'h ar pep brasañ eus pobl an Očhéthi Šakówiŋ[4][5]. Er XVIIvet kantved edo an Dakotaed o chom e Wisconsin hag e Minnesota a vremañ. En em gavout a raent en ur par diaes. Kleñvedoù-red nevez a reas o reuz evel ar vrec'h hag ar malaria. Kreskiñ a reas ar brezelioù gant meuriadoù disheñvel dre ma tec'he meuriadoù a-bezh rak an Irokezed war o zachenn e Wisconsin a vremañ[5]. Krediñ a reer e tigreskas o foblañs e traoñienn ar Mississippi eus un drederenn etre 1680 ha 1805 abalamour d'an abegoù-se[5].

  1. The American Indian and Alaska Native Population: 2010. United States Census Bureau. United States Department of Commerce (January 2012).
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (2008) The Sioux The Dakota and Lakota Nations. New York, New York : John Wiley & Son. 
  3. Hyde, George E. (1984). Red Cloud's Folk: A History of the Oglala Sioux Indians. Norman : University of Oklahoma Press. 3 p. ISBN 0-8061-1520-3. 
  4. (2000) Tribes of the Sioux Nation. Oxford : Osprey Publishing. 3 p. ISBN 1-85532-878-X. 
  5. 5,0 5,1 ha5,2 (2010) North Woods River : the St. Croix River in Upper Midwest History. Madison, Wisconsin : University of Wisconsin Press.