Mont d’an endalc’had

Provañseg

Eus Wikipedia
Provañseg
(Provençal, Provençau)
Perzhioù
Komzet e : Frañs
Rannved : Provañs, kontelezh Nisa
Komzet gant : war-dro 250 000 den
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek

 Yezhoù italek
  Yezhoù romanek
   Iberek-Romanek
    Okitaneg
     Provañseg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : Conselh de la Lenga Occitana (doare-skrivañ an IEO) / Counsèu de l'escri mistralen (doare-skrivañ Mistral)
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 oc
ISO 639-2 oci
ISO 639-3 oci
Kod SIL OCI
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar provañseg zo ur rannyezh okitanek, komzet dreist-holl er rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur, en departamantoù-mañ : Var, Vaucluse, Bouches-du-Rhône, Alpes-de-Haute-Provence, Alpes-Maritimes, hag en ul lodenn eus departamant ar Gard. Komzet e vez ivez e Monaco. Ar ster-se eo a vez gant ar ger peurliesañ (kod SIL : OCI). E meur a yezh (galleg, saozneg, okitaneg, italianeg...) eo bet implijet ar ger "provañseg", e-pad ur pennad, d'ober anv eus an okitaneg en e bezh, eus an holl rannyezhoù okitanek. Bremañ avat ne reer gant ar ger peurvuiañ nemet evit ar rannyezh komzet e Provañs.
Evit tud zo ez eo ar provañseg ur yezh dibar, disheñvel diouzh an okitanegoù all[1]. Ober a ra an dud-se gant un doare-skrivañ disheñvel diouzh an doare-skrivañ implijet peurvuiañ evit an okitaneg ha diazezet war labourioù Frederic Mistral hag ar Felibritge.
"Provañseg", pe henbrovañseg, a reer ivez alies eus an henokitaneg implijet gant an trobadored pe troubadoured er Grennamzer (kod SIL : OCI). E gwirionez ne oa ket genidik ar barzhed-se eus Provañs hepken met alies ivez eus Lengadok pe bro Lemojez. D’ar mare-se ne veze ket graet kalz gant an anvadur okitaneg evit envel yezh lennegel ar broioù-se. Goude ar XVIvet kantved, pa ne oa ket mui implijet an okitaneg evel yezh skrivet ofisiel, e voe paouezet d’ober gant ar stumm skrivet klasel ha graet e voe muioc’h-mui gant stummoù rannyezhel er skridoù.

Meur a isrannyezh a zo e provañseg, en o zouez hini korn-bro Nisa (niçard).

  1. Philippe Blanchet, da skouer, en e levr Parlons provençal (lenn enlinenn)

Gwelet ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Robert Rourret : Dictionnaire Français-Occitan provençal. Institut d'Etudes Occitanes. Alpes-Maritimes. 1981

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]