Résistance intérieure française
Ar Résistance intérieure française, anvet e Bro-C'hall ar Rezistañs, a vez graet eus hollad ar strolladoù, aozadurioù kuzh o devoa kendalc"het ar stourm e-pad an Eil Brezel-bed a-enep nerzhioù an Ahel hag ar genlabourerien war an tiriad gall etre arsav-brezel an 22 a viz Even 1940 hag an Dieubidigezh e 1944.
Ar stourm-se e oa hini an obererezhioù spiañ, sabotaj pe oberiadurioù milourel a-enep an nerzhioù dalc'hidigezh (dreist-holl an Alamanted) met ivez a-enep nerzhioù Renad Vichy. Bez e oa ivez ul lodenn trevour d'ar stourm, unan nann feuls evel hini ar moullerezhioù kuzh, embann an traktoù, produiñ falspaperioù, aozañ harzoù-labour ha manifestadegoù, krouiñ rouedadoù evit sikour ar brizonidi tec'het, ar re enebet ouzh an STO hag ar yuzevien heskinet.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Komunourien
Bez ez eus ur c'hoant da sevel aozadurioù lec'hel kerkent ha kroget ar Rezistañs. E Breizh, ar c'homunour Auguste Havez (bet sekretour ar strollad kannaded komunour er vodadeg vroadel) a embannas d'an 22 a viz Even 1940 : « [...] Il n'y aura pas de répit avant d'avoir bouté les bottes hitlériennes hors de notre pays [...] ».
- Spagnoliz ruz ha du
E Breizh ez eus ul lodenn eus ar Rezistañs a voe savet gant republikaned spagnol, dreist-holl anarkourien ha sokialourien repuet er vro goude Brezel Spagn.
- Emsaverien
Emsaverien a bep seurt o deus bet kemeret perzh er Rezistañs.
Estrenien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Republikaned Spagn
Makizoù ar su a zo leun a republikaned spagnol a oa tec'het rak Franco goude Brezel Spagn, milieroù anezho, komunourien (Luis Fernandez, hag all.) pe anarkourien. E Breizh (Roque Carrion, hag all.) pe er Cévennes pe e Poitiers, Bourdel, Angoulême, Avignon, Montélimar, Valence, Annecy. Bez' e oa ur "batailhon Gernika", savet gant repuidi spagnol hag euskarat. Al labourerien estren Main-d'œuvre immigrée (Celestino Alfonso...) a vo diazez hag a zegemero darn eus ar repuidi. Kêr Foix a voe dieubet gant Spagnoliz nemetken.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pharand (2001), pajenn 169.