Rouantelezh Kent
Rann eus | Heptarchy |
---|---|
Deiziad krouiñ | 450 |
Relijion | Anglo-Saxon paganism |
Yezh ofisiel | hensaozneg |
Kevandir | Europa |
Kêr-benn | Canterbury |
Daveennoù douaroniel | 51°16′0″N 1°5′0″E |
Office held by head of state | king of Kent |
Korf lezenniñ | Witan |
Yezh implijet | yezhoù predenek |
Deiziad divodañ | 871 |
Kent | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Hensaozneg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouidigezh | Vvet kantved | |||
- Staget ouzh Wessex | 825 |
Rouantelezh Kent ( e saozneg: The kingdom of the Kentish ha goude Kingdom of Kent; e hensaozneg: Cantaware Rīce; e latin: Regnum Cantuariorum), a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz er Grennamzer, hag a glote he zachenn dre vras gant kontelezh Kent , e gevred Bro-Saoz, hiriv. Tennañ a ra e anv eus ar bobl vrezhon anvet Cantiaci, tud ar vro Ceint.
Krouet e voe war a seblant er Vvet kantved gant Juted hag unan eus ar rouantelezhioù angl-ha-saoz pouezusañ e voe betek ar VIvet kantved. Goude-se, dre ma oa rouantelezhioù galloudusoc'h en-dro dezhi, ez eas he levezon war zigresk ha goude hanterenn gentañ ar VIIvet kantved e teuas da vezañ sujet d'e amezeien, Essex ha da c'houde Wessex. En Xvet kantved e teuas da vout un darn eus Bro-Saoz.
Savidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Nennius hag ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe bet krouet rouantelezh Kent gant Hengist hag e vab Horsa, daou goprsoudard german hag a vefe bet galvet gant Vortigern d'e skoazellañ da zifenn Preden ouzh ar Bikted. Roet en dije Vortigern Enez Thanet dezho hag euredet e vije neuze da Rowena, merc'h Hengist.
Goude m'o doa paouezet ar Vrezhoned d'e baeañ e vefe en em savet Hengist ha stourmet ouzh Vortigern hag e vab Vortimer en emgannoù Wippedesfleot, Aegelesthrep ha Crecganford war-dro 450. Divarrek e vefe bet ar Saksoned d'aloubiñ Preden a-bezh met mirout a reas Kent. Hervez Nennius en doa aozet Hengist ur banvez gant uhelidi Preden da sinañ ar peoc'h met o zrubardiñ a reas hag o lazhadegañ.
Difizius ez eo Nennius hag ar C'hronik angl-ha-saoz evit ar prantad-se, avat, hag heñvel-tre eo an danevell-se ouzh ar mojennoù germanek. Adkavout a reer, evit skouer, istor ar banvez en Niebelungenslied, gant Attila e perzh an trubard. Gwirheñvel eo mojennel pe damvojenell hag e oa kalz liesekoc'h istor savidigezh ar rouantelezh.
Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe bet Oisc Kent roue kentañ ar vro hag anezhañ e tenn an dierniezh e anv - an oiscingas. Gwirheñvel e voe furmet ar rouantelezh a-nebeudoù e fin ar Vvet kantved hag e deroù ar VIvet kantved gant goprsoudarded o-defe skrapet ar galloud digant an noblañs vrezhon.
Hogozik netra a anavezer diwar-benn istor Kent e-pad ar VIvet kantved met, war a seblant e oa unan eus ar rouantelezhioù pouezusañ ha pinvidikañ e Preden. E binvidigezh e tenne eus e zarempredoù gant ar Franked hag e-pad ar prantad-se e oa ar greizenn genwerzhel pennañ er vro. Kornôk ar vro, a oa e sevenadur sakson kentoc'h eget jut, a voe aloubet ha staget gant rouaned Kent er VIvet kantved, d'un ampoent n'anavezer ket. He feurheñvelder hag he sevenadur ispisial a viras ar rannvro hag un isrouantelezh e furmas alies evit hered ar gurun.
Abalamour d'e liammoù gant ar franked e voe Kent ar rouantelezh angl-ha-saoz kentañ gounezet d'ar feiz. E 597 ec'h erruas Sant-Aogustin er vro gant 40 manac'h hag ar pezh a yefe da vezañ arc'heskopti Canterbury a aozas.
Æthelbert Kent a voe gounezet d'ar feiz e 616. Unan eus ar rouaned angl-ha-saoz pouezusañ e oa war a seblant ha war un darn vras bro-Saoz en em astenne, ar pezh a lakaas Beda da reiñ an titl Brettwalda dezhañ. Aozañ a reas ul lezennaoueg, an hini gentañ e bro-Saoz.
Goude e varv ez eas war zigresk galloud Kent avat. Essex, a oa bet ur gwez dezhañ a adkavas e frankiz ha d'ar baganelezh e tistroas, ar pezh a viras an Iliz da lakaat e sez e Londrez evel ma venne. Kregiñ a reas ar rouantelezhioù arall da genwerzhañ gant ar c'hevandir ha da vihanoc'h ez eas perzh Kent. Goude 650 e oa aet war a seblant da sujet d'e amezeien. E 686 e voe aloubet gant Caedwalla Wessex a lakaas e vreur Mul Kent war an tron. Faezhet ha lazhet e voe gant un emsav e voe hemañ, avat ha daoust ma tistroas Caewalla da wastrañ ar rouantelezh e voe divarrek d'e aloubiñ adarre.
Mercia a aotrounie ar vro dre ur roue gwaz Oswine Kent war-dro 689 met ne renas hemañ nemet div vloavezh. Kaset kuit e voe gant Withred Kent a adsavas frankiz ar vro. E 694 e sinas ar peoc'h gant Wessex.
Ar roue meur diwezhañ e voe Withred. Goudezañ e voe renet Kent gant meur a roue alies, daoust m'o-doe an dra-se en un doare peoc'hek. E 764 ez eas ar vro da sujet da Offa Mercia. O zitl a viras rouaned Kent da gentañ met er bloavezhioù 770 ec'h esaeas Offa da ren ar vro gantañ e unanig. Abeg un emsavadeg e voe an dra-se ha trec'h e voe tud Kent, war a seblant, en un emgann e-kichen Otford e 776 ; Reiñ a reas an trec'h-se tro d'ar vro da chom frank un nebeud bloavezhioù rak, war a seblant, Egbert II Kent hag Ealhmund Kent a oa barrek da ren en un doare dizalc'h. Ne badas ket, avat, hag adsevel a reas e aotrouniezh Offa e 785.
Ouzh Mercia e chomas staget Kent eus 785 betek 796. Goude marv Offa, avat e tistroas her ar rouantelezh, Eadbert Praen ha mont a reas da benn d'adsevel ar vro e-pad div vloavezh. Faezhet e voe gant Coenwulf Mercia e 798. E vreur Cuthred Kent e plasas hemañ war dron Kent. Goude e varv e 807 e voe adstaget Kent ouzh Mercia.
Kent a voe adsavet war-dro 820 gant Mercia ha roet d'un isroue Baldred Kent. E 825 e voe faezhet Mercia gant Egbert Wessex en Emgann Ellendun ha gant hemañ e voe skrapet Kent. Diarbennet e voe Baldred ha staget e voe tachenn Kent ouzh Wessex. D'un darn eus isrouantelezh Æthelstan Wessex ez eas war-dro 839 met da Wessex e tistroas goude e varv.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kronik angl-ha-saoz
- Wade-Evans, A. W. 1938. Nennius’s History of the Britions.
- K. P. Witney, The Kingdom of Kent (1982)
- D. P. Kirby, The Earliest English Kings (London: Unwin Hyman, 1991), chap. 2