Saône
Neuz
Saône
Anv er yezh a orin | Saône |
---|---|
Eien | Vioménil |
En em daol e | Ron |
Diazad doureier | diazad ar Saône |
Bro an diazad | Frañs |
Stad | Frañs |
Daveennoù douaroniel | 45°43′42″N 4°49′7″E, 48°5′31″N 6°10′47″E, 45°43′29″N 4°49′9″E |
Ar Saône (distaget [so:n] e galleg, Arar[1] gwechall) zo ur stêr e reter Bro-C'hall. Un adstêr d'ar Ron eo. Emañ eien ar Saône e Vioménil e departamant ar Vosges, ha teurel a ra he dour er Ron e Lyon.
Redek a ra ar Saône dre an departamantoù-mañ : Vosges, Haute-Saône, Côte-d'Or, Saône-et-Loire, Ain, Rhône kent kemberiñ e Metropol Lyon.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Ambarri eo anv ar bobl c'halian hag a oa o chom war lezioù ar stêr.
War lez ar stêr eo e c'hoarvezas Emgann an Arar, e 58 kent JK, pa viras Julius Caesar ouzh an Helveted da dreuziñ ar stêr.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E skridoù Julius Caesar.