Mont d’an endalc’had

Sac'h-kein

Eus Wikipedia
Ur sac'h-kein

Ur sac'h-kein zo ur sac'h hag a vez douget gant an den war e gein, pe ouzh e gein kentoc'h, rak dalc'het e vez ar sac'h gant lêrennoù staget ouzh e zivskoaz, hag an divskoaz hag an divgroazell eo a zoug ar pouez.

Implijet e veze da gentañ evit kerzhadennoù hir, war ar maez pe er menezioù, gant ar soudarded, ha goude gant skouted ha yaouankizoù o pourmen hag o veajiñ.

Ar re yaouank a gav aesoc'h c'hoari biz-meud gant ur sac'h-kein eget gant ur valizenn.