Mont d’an endalc’had

Samogitianeg

Eus Wikipedia
Samogitianeg
(žemaitiu kalba)
Perzhioù
Komzet e : Samogitia Samogitia (Lituania Lituania)
Rannved : Europa
Komzet gant : < 1 000 000 (2022)
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2
ISO 639-3 sgs
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Unan eus yezhoù baltek ar reter eo ar samogitianeg (samogitianeg : žemaitiu kalba, žemaitiu rokunda, žemaitiu šnekta, žemaitiu ruoda; lituaneg : žemaičių tarmė, žemaičių kalba). Komzet e vez e Samogitia, ur rannvro e reter Lituania. D'ur rannyezh lituanek e vez lakaet peurliesañ.

War-gresk ec'h a an niver a gomzerien a-vihanik[1].

Ar samogitianeg zo rannet etre teir rannyezh pennañ : samogitianeg an norzh, e kornioù-bro Telšiai ha Kretinga ; samogitianeg ar c'hornôg, e rannvro Klaipėda, a zo tost aet da get abalamour da zivroadegoù an Eil Brezel-bed ; samogitianeg ar su, e kornioù-bro Varniai, Kelmė, Tauragė ha Raseiniai.