Skoazigell
Neuz
Ur skoazigell(Daveoù a vank) zo un tamm eus ur sae, pe eus ur pezh dilhad heñvel, a zo ouzh ar skoaz, da zerc'hel ar sae peurvuiañ. Moan eo ar skoazigell, a-wechoù e tenn d'ur fiselenn pe d'ul las.
Gant skoazigelloù e vez dalc'het al lostennoù hag ar brennidennoù.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo ar ger(Gant piv ? Pelec'h ?) evel ar gerioù garigell, troadikell(Daveoù a vank)...
Gerioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skoargenn e Geriadur istorel ar brezhoneg, p. 2873.
Gerioù all a zo, hag a vez implijet evit ar pezh a zalc'h ar bragoù: brikol, dougell: tud zo(Piv 'ta?) a gav dezhe n'haller ket lakaat an anvioù-se war un dra ken moan hag ur skoazigell lostenn .