Mont d’an endalc’had

Strollad Breizh

Eus Wikipedia
Strollad Breizh
strollad politikel
Deiziad krouiñ2002 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ezel eusQ111187242 Kemmañ
Political alignmentcentrism Kemmañ
Ideologiezh politikelbroadelouriezh Breizh, Rannvroelouriezh Kemmañ
Sez sokialAn Oriant Kemmañ
SRGB color hex triplet1C9A99 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://partibreton.bzh/ Kemmañ
Operating areaRannvro Breizh Kemmañ

Strollad Breizh a zo ur strollad politikel broadelour breizhat, e c’hoant bezañ krouiñ ur "Republik Breizhat", ezel eus Unvaniezh Europa. Ezel eo eus Kevread ar Broioù Unanet hag a vod strolladoù broadelour eus ar C'hwec'hkorn.

Krouet eo bet ar strollad politikel-mañ e 2000. C’hoant en deus reiñ da Vreizh (hini ar 5 departamant) an ensavadurioù evit he diorroidigezh armerzhel, sokial, sevenadurel, politikel hag e-keñver an endro. E bal a zo kaout ensavadurioù heñvel ouzh re broadoù all e Europa, da skouer Bro-Skos, Bro-Iwerzhon pe Katalonia.

Dre welout Breizh evel ur vroad (gant gwirioù en Europa eta) e c'houlenn Strollad Breizh krouiñ ur Stad breizhat ezel eus Unvaniezh Europa. Hec'h ensavadurioù a vo anavezet en Europa hag er bed a-bezh d’ar mare-se. Ouzhpenn ar bennaenn (ur broad en deus gwirioù), Breizh en deus pep tra da c’hounit gant an dishualded e-keñver an armerzh hag ar sokial, ar sevenadur pe an en-dro.

Lugan Strollad Breizh a zo : « Evit Breizh dishual, embregus, ekologel ha kengred ».
En ur studiañ abegoù « sac’hadur al luskadoù politikel breizhat », ar strollad a asur kaout c’hoant « gwelet ar Vretoned evel m'emaint ha n'eo ket evel m’hon eus c’hoant e vefent ». E-keñver an tuioù a-gleiz pe a-zehoù emañ Strollad Breizh etre ar demokratelezh sokial hag an demokratelezh sokial-ha-frankizour, pa'z eo ar pal pennañ krouiñ ensavadurioù. An unvaniezh eo eo lakaet war-wel, gant ar youl strollañ tud kizidigezhioù a bep seurt ganto. Gant 600 ezel, en o zouez tud hag a stourm evit ur strollad politikel evit ar wech kentañ, Strollad Breizh en deus bet en e vurev izili eus ar c'hreiz-kleiz evel Jean-Paul Moisan, kelenner mezegezh hag embregerer e Naoned, Iffig Remond, bet maer Sant-Hern, Jacky Flippot, eil-maer Blaen, pe kreiz-dehoù evel Gérard Olliéric, Yves Pelle, bet eil-maer Erge-ar-Mor ha kuzulier-kêr Roazhon, Franck Darcel, produer sonerezh, Emile Granville, eil-maer Redon, pe c'hoazh Caroline Ollivro, kuzulierez-kêr Pempoull.

Engouestloù a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Karta "Ya d’ar brezhoneg" : e miz Ebrel 2009 eo bet sinet ar Garta Ya d’ar brezhoneg etre SB hag Ofis ar Brezhoneg evit kas ar brezhoneg war-raok en e vuhez diabarzh hag e gehentiñ diavaez. An eil strollad politikel eo a sin ar garta-mañ goude ar Re C'hlas.

- Koulzad etrebroadel "Don't nuke the Climate" : e miz Gouere 2009 eo divizet gant SB harpañ anezhañ. Kenurzhiet eo gant ar rouedad "Mont er-maez eus an nukleel", evit Kuzuliadeg ar Broadoù Unanet war Kemmadur an Hin e Kopenhagen.

An aozadur a zo kevreadel. Bez ez eus evit ar poent ur c’hevread evit pep departamant e Breizh, hag ur c'hevread evit an diavaez, diazezet e Londrez, ar sekretour o vezañ Alexandre Delin. Ur gevrenn vras a zo e Pariz. Pep kevread a zilenn e sekretour, hag hervez ar c’hoantoù un eil-sekretour hag un teñzorour. Labour ar sekretour a zo aozañ an emvodoù, bezañ a-berzh ar c’hevread en diavaez pe e diabarzh ar Strollad. Ar sekretourien kevreadel a zo tud a-bouez. N’int ket mistri met tud a-berzh. Izili evel ar re all int. Boaz eo izili ar c'hevread da reiñ o ali diwar-benn sujedoù resis ha lec’hel. Ar sekretour kevreadel a sin ar c'hemennadennoù e anv ar Strollad pe ar c’hevread.

An ensavioù broadel a zo dilennet e-pad ar c’hendalc’h. Bez ez eo ar c’huzul broadel (Parlamant Strollad Breizh). E izili a zo dilennet e-pad daou vloaz. Komz a reont eus hentoù meur ar Strollad (degemer a ra pe get an testennoù kinniget gant ar stourmerien evit programm ar strollad, kemer strategiezhioù emglev, kannadur, hag all). A-wechoù e vez digor da zilennidi ar c’homisionoù (hag a zo lakaet da skrivañ programm ar Strollad diwar-benn sujedoù resis : armerzh, ensavadurioù, hag all) pe izili ar gevrenn lec'hel.

Renet eo ar burev gant ar prezidant dilennet e-pad ar c’hendalc’h. En em vodañ a ra bep 3 miz.

Ur gelaouenn diabarzh a zo anezhi. Meur a forom internet a zo bet krouet evit eskemm etre an izili pe gant tud eus an diavaez.

Strollad Breizh a zo rannet e kevreadoù lec'hel :

Isrannoù zo evit klotañ gant broioù zo evel ar Poc'hêr ha Bro-Sant-Maloù

Bet krouet e 2004, Askol a bod dilennidi Breizh, ezel pe tost ouzh Strollad Breizh. O fal a zo labourat evit dishualded ensavadurel Breizh. E brezidant a zo Yann Jestin, eil-maer Lesneven, hag e eil-prezidant Jean-Claude Rivallain, kuzulier-kêr Gwinieg-Breizh.

Rann yaouank ar Strollad eo, bet krouet e 2007 e-pad ar c’hendalc’h. E bal a zo kas da benn obererezhioù e liamm gant ar re yaouank e-keñver ar strollad. Ar Vretoned Yaouank o deus kemeret perzh e 2006 e devezhioù etrevroadel ar re yaouank aozet gant ar Strollad Broadelour Euskarat e Bilbao hag int bet degemeret gant al Lehendakari, penn gouarnamant Euskadi. Liammoù o deus ivez gant minorelezhioù broadel Europa dre an aozadur Youth of European Nationalities, ha bet int bet e Polonia, Danmark ha Tchekia er framm-mañ. Liammoù o deus ivez gant re yaouank strolladoù all evel Plaid Cymru, Nieuw-Vlaamse Alliantie hag all. Aozet o deus koulzadoù diwar-benn adreizh ar skolioù-meur pe betoniñ an aodoù. Kemeret o deus perzh er c'houlzadoù bras evel dilennadegoù an tiez-kêr e 2008 pe c'hoazh dilennadegoù Europa e miz Mezheven 2009.
Yaouankiz a zo anv o c'helaouenn. Ul lec'hienn internet o deus, hag ur bajenn war Facebook.

Dilennadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Strollad Breizh en deus meur a wech kinniget danvez-dilennidi.

War ar renk emañ evit ar wezh kentañ e div zilennadeg darnel ar c'hanton e 2004, hag unan e 2005. E gannaded o deus bet evit ar wech kentañ etre 1,5% ha tost da 4%.

Evit an dilennadegoù kannad e 2007, 4 kannad a zo bet kinniget:

  • Yves Le Mestric evit pastell-vro Gwitreg (Il ha Gwilun) eiler Brice Malet. 686 mouezh, ar pezh a ra 0,89%
  • Gérard Guillemot evit pastell-vro Roazhon-Su (Il ha Gwilun) eiler Sébastien Girard. 249 mouezh, ar pezh a ra 0,57%
  • Emile Granville evit pastell-vro Redon (Il ha Gwilun) eiler Olivier Berthelot. 847 mouezh, ar pezh a ra 1,27%
  • Hervé Le Guen evit pastell-vro An Oriant (Morbihan) eiler Gaël Fleurent. 686 mouezh, ar pezh a ra 1,44%

E pad un dilennadeg darnel ar c'hanton e Redon d’an 23 a viz Gwengolo 2007, Emile Granville en deus bet 3,58% eus ar mouezhioù.

E 2008, Yann Jestin, prezidant Askol, en deus bet 25,18% eus ar mouezhioù e-pad dilennadeg ar c'hanton e Lesneven.

E-pad dilennadegoù kumun miz Meurzh 2008, Strollad Breizh en deus kinniget un ugent bennak a dud. Bez en deus bet a-benn ar fin un degad a dilennidi kumun en o zouez ur maer ha tri eilmaer. Ar vroadelourien gentañ int o vezañ bet dilennet e Breizh.

"Mouezh Breizh en Europa", dilennadegoù Europa e 2009

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel a ra SB ul listenn, "Mouezh Breizh en Europa" he anv evit dilennadegoù Europa aozet e miz Mezheven 2009. Kinnig a ra un ugent bennak tud, Emile Granville en o fenn. Ar wech kentañ eo da SB kinnig ul listenn e Breizh a-bezh. Ar "Grand Ouest" eo framm ofisiel an dilennadegoù-mañ (rannvro Breizh, rannvro Broioù-al-Liger ha rannvro Poitou-Charentes) met SB a ra e goulzad e 5 departamant Breizh nemetken. 2,5% eus ar mouezhioù a ya d'ar listenn.

"Ni ho savo Breizh", an dilennadegoù rannvroel e 2010

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit gouzout muioc'h, kit d'ar pennad Ni ho savo Breizh.
Mont a ra SB war ar renk evit dilennadegoù ar rannvroioù e miz Meurzh 2010, e framm ul listenn unvaniezh anvet "Ni ho savo Breizh", Christian Troadec, maer Karaez ha kuzulier e rannvro Breizh, en he fenn. E Broioù al Liger emañ ivez SB war ar renk met kabaliñ a ra nemet el Liger-Atlantel, Jacky Flippot, eil-maer Blaen e penn al listennad.
Lugan al listenn a zo "Evit Breizh dishual, kengred, ekologel hag abil". Ar frazenn "Ni ho savo Breizh", pe Nous te ferons Bretagne en e stumm gallek orin, a zo tennet eus ur barzhoneg skrivet gant Xavier Grall.
An disoc'hoù : 2.31% en Il-ha-Gwilen, 2.76% el Liger-Atlantel, 3.51% er Morbihan, 4.37% e Aodoù-an-Arvor ha 6.82% e Penn-ar-Bed.

Lec'hienn al listenn, brezhoneg e-barzh : (br) http://nousteferonsbretagne.blogspot.com
Ul lec'hienn eus SB diwar-benn Ni ho savo Breizh, e brezhoneg : (br) http://regionales.partibreton.org/?lng=bz

Dilennadegoù ar rannvro e 2015

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

SB en em gav gant Pour la Bretagne, strollad Christian Troadec, hag an UDB, met hemañ a nac'h mont war ar renk asambles gant Strollad Breizh. N'eo ket kavet un emglev kenetrezo. A-benn ar fin ne ya ket SB war ar renk. Sevel a ra Bertrand Deléon ul listennad dizalc'hour buan, met hep kalz a folennoù votiñ.

Dilennadegoù kannad e 2017

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un emglev zo skoulmet etre SB, an Alliance Écologiste Indépendante hag ar Parti Fédéraliste Européen, dindan an anv "100% BZH, 100% La force éco-citoyenne". Evit ar wezh kentañ emañ danvez-kannaded Strollad Breizh er 31 bastell-vro dilenn, da lavaret eo e Breizh a-bezh. En ur c'hemperzh diaes, just goude dilennadegoù ar prezidant, e teu a-benn SB d'ober muioc'h eget 1% e ouzhpenn 10 pastell-vro.

Dilennadegoù Europa 2019

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War Frañs a-bezh eo aozet ar vouezhiadeg ar wech-mañ. Kemer a ra perzh SB gant ar Strollad Kevreadelour Europat ha Breizh Europa.

Dilennadegoù an tier-kêr 2020

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War listennoù unvaniezh e ya izili Strollad Breizh, e pemp departamant Breizh.

Dilennadegoù rannvro 2021

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinnig a ra Strollad Breizh en em unvaniñ evit an dilennadegoù rannvro da Breizh Europa, luskad Franck Darcel, War-raok Breizh, Evit Breizh, luskad Kristian Troadeg, an UDB, ha Daniel Cueff, met ar re-se a zibab mont war listennadennoù ar strolladoù gall bras. A-benn ar fin e ya Strollad Breizh en e anv ha sevel a ra al listenn "Breizh e karg" Joannic Martin en e benn. Kemer a ra perzh er c'houlzad ofisiel hag en holl tabutoù skinwel ha skingomz aozet gant Ouest-France, An Telegram, TVR, Tebeo, France 3 ha France Bleu. Budjed bihanañ dilennadegoù rannvro Breizh eo. Displegañ a ra temoù liesseurt evel ar statud annezad, ar yezhoù rannvroel (e-kerz lezenn Molac), krouiñ ur polis rannvroel, etc. Ur c'hlip zo savet ivez e-kichen Sant-Brieg. Dastum a ra 1,55% eus ar mouezhioù, an hini nemetañ hag a gresk asambles gant EELV.

Dilennadegoù kannaded 2022

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar danvez kannad ha tregont zo war ar renk, en o zouez unan e Amerika an Norzh hag unan e takad Alamagn hag Europa ar c'hreiz. Kengevredet en doa SB gant strolladoù all Kevread ar Broioù Unanet krouet e miz Genver 2021, hag ekologourien e Bro-C'hall (paz EELV met ekologourien eus an tu kreiz kleiz betek an tu kreiz dehoù).

Tud brudet zo bet ezel eus Strollad Breizh : Jean-Paul Moisan, Frank Darcel, Jean-Yves Lafesse...

Ar prezidant Mathieu Guihard zo bet ar c'hentañ da ziskouez ar Groaz Du e-barzh Parlamant Europa d'ar 14 a viz Kerzu 2023.

Da welout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (4) · Rannvroelourien (3) · Strollad Sokialour (PS) ha tud nes (33 + 10) · PRG (3) · Les Républicains (LR) (12) · Kreiz (UDI, MoDem) (6) · Rassemblement National (12)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Europe Écologie (Ar Re C'hlas (4) · Strollad Sokialour (PS) (6+2) · Les Républicains (LR) (10+2) · Kreiz (UDI, MoDem) (7) · Rassemblement National (4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (steuziet) · Breizh Europa · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · A bep seurt : Le Mouvement de la ruralité