Testimonium Flavianum
Neuz
Testimonium Flavianum eo an anv a vez graet eus un testeni skrivet diwar-benn Jezuz Nazaret gant an istorour yuzev Flavius Josephus e dibenn ar c'hentañ kantved.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an Testimonium flavianum er rannbennadoù 63 ha 64 eus levr 18 an (Antiquitates Judaicae, oberenn Josephus, a zo deuet deomp meur a zornskrid anezhi eus mare ar Grennamzer, hag ivez e daou levr skrivet gant Eusebius Kaesarea, an Historia Ecclesiastica hag an Demonstratio Evangelica. Diskred zo war ar skrid avat, ha gallout a rafe bezañ bet kemmet.