Mont d’an endalc’had

Trizomiezh

Eus Wikipedia

An drizomiezh 21a zo un distummadur genetek. Anvet eo ivez sindromenn Down.

E-lec’h kaout 23 koublad a gromozomoù (46 kromozom neuze), en deus an den trizomek ur c’hromozom e re ; da lavaret eo 47. Ar gudenn-se a c'hoarvez e-pad rannadur ar gellig-vi. Ar c’hromozom bihanañ eo ar 21añ.

Seul goshoc’h ar vamm dougerez seul vuioc’h a chañsoù a zo da gaout ur bugel trizomek (1/100 da 40 vloaz e-keñver 1/2000 da 20 vloaz).

8 milion a dud drisomek a zo er bed.

N'eus louzoù ebet a-enep d'ar c’hleñved, met ar spi a zo da gavout unan a-benn un dek vloaz bennak. Tu zo memes tra da ziguzhat ar c’hleñved e-pad an amzer brazezded.

Un nebeud arouezioù eus ar c’hleñved:

  • Ur penn un tammig re vihan
  • Daouarn, bizied, treid re vihan...