Velikiy Novgorod
Neuz
Novgorod, pe Velikiy Novgorod (ruseg: Великий Новгород, koulz ha Novgorod veur) a zo ur gêr e gwalarn Rusia, war lez ar stêr Volc'hov , ur 6 km en hanternoz d'al lenn Ilmen, ha 491 km er gwalarn da gêr Moskou ha 167 km er gevred da Sant-Petersbourg. Poblet eo gant 220 000 a dud (e 2013).
Anv hag istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêr koshañ Rusia eo, rak meneget eo er c'hronikoù adalek ar bloazh 859.
"Kêr nevez" a dalv Novgorod, ouzhpennet eo bet Velikiy evit lakaat diforc'h gant un Novgorod all : Nijniy Novgorod ("Novgorod izel").
Tud brudet ganet e Novgorod
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ivan Goremykin (1839-1917), alvokad ha politikour
- Anton Arenski (1861-1906), sonaozer
- Sergei Rac'hmaninov (1873-1943), sonaozer, pianooour ha penn laz-seniñ
- Mstislav Doboujinski (1875-1957), livour hag arzvarnour