Wolfsburg
Rann eus | Hannover–Braunschweig–Göttingen–Wolfsburg Metropolitan Region, Regionalverband Großraum Braunschweig, Braunschweig region |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1938 |
Anv ofisiel | Wolfsburg, Stadt des KdF-Wagens bei Fallersleben |
Anv er yezh a orin | Wolfsburg |
Anv berr | Wob |
Anv e kana | ヴォルフスブルク |
Anvet diwar | Wolfsburg Castle |
Anv annezidi | Wolfsburger, Wolfsburgerin, Wolfsburgerinnen |
Stad | Alamagn |
E tiriad | Saks-Izel |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
War ribl | Mittelland Canal, Aller, Allersee |
Daveennoù douaroniel | 52°25′23″N 10°47′14″E |
Poent uhelañ | Almke |
Lowest point | Ilkerbruch |
Penn an aotrouniezh | Dennis Weilmann |
Ezel eus | Braunschweigische Landschaft, Lüneburg Regional Association, Regionalverband Großraum Braunschweig, Mayors for Peace, Niedersächsischer Städtetag |
Perc'henn war | Wolfsburg AG, Allianz für die Region, BadeLand Wolfsburg, Aller Park |
Chomlec'h | Porschestraße 49, 38440 Wolfsburg |
Kod-post | 38440, 38442, 38444, 38446, 38448 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.wolfsburg.de/ |
Kod plakenn varilh | WOB |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Wolfsburg |
Wolfsburg zo ur gêr-arondisamant en Alamagn, e Land Saks-Izel, nepell diouzh ar stêr Aller ha stok ouzh kanol hirañ Alamagn, Mittellandkanal hec'h anv.
E Wolfsburg emañ sez Volkswagen.
-
Al labouradeg Volkswagen AG
-
Ar milionvet VW Käfer (1955)
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 1an a viz Genver 1938 e voe krouet Wolfsburg gant an anv Stadt des KdF-Wagens bei Fallersleben (kêr ar Volkwagen Käfer e Fallersleben). Fellout a rae da bennoù bras an Trede Reich kaout ur gêr da lojañ labourerien labouradeg Volkswagen a oa bet krouet eno.
D'an 11 a viz Ebrel 1945 e voe bombezennet al labouradeg, an div drederenn anezhi a voe distrujet. Ha goude ar brezel e vo anvet «Wolfsburg», diwar anv ar gêr gozh a oa bet savet diwarni.
Goude-se e voe renet labouradeg Volkswagen gant ar major saoz Ivan Hirst.
E 1955 e voe savet ar milionvet Käfer e Wolfsburg.
E-pad bloavezhioù ar burzhud ekonomikel e kreskas kêr, ha labourerien estren a voe degemeret enni, al lod brasañ anezho a oa Italianed.
E 1972 e voe kendeuzet ar c'humunioù nesañ (evel Fallersleben ha Vorsfelde) e Wolfsburg. Ar mirdi arzoù a voe digoret e 1994.
E 2000 e voe krouet an diskouezadeg-mirdi anvet die Autostadt (kêr ar c'hirri). E 2003 e voe savet Arena Volkswagen. Pa voe savet pempvet rummad ar Volkswagen Golf e voe anvet Wolfsburg Golfsburg, etre ar 25 a viz Eost hag an 10 a viz Here 2003.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Peter Bialobrzeski (1961), luc'hskeudenner
- Dero Goi (1970), soner
- Stefanie Gottschlich (1978), c'hoarier mell-droad
- August Heinrich Hoffmann von Fallersleben (1798–1874), barzh
- Karin Janke (1963), sprinter
- Wolfgang Müller (1957), soner
- Sascha Paeth (1970), soner
- Tim Burrows (1990), c'hoarier hockey war skorn
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Proviñs Pesaro hag Urbino, Italia, 1975
- Togliatti, Rusia, 1991
- Halberstadt, Alamagn, 1989
- Marignane, Frañs, 1963
- Bielsko-Biała, Polonia, 1998
- Luton, Rouantelezh-Unanet, 1950
- Sarajevo, Bosnia-ha-Herzegovina, 1985
- Toyohashi, Japan, 2002
- Changchun, Sina, 2006
- Distrig Jiading, Sina, 2007
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Klub mell-droad Wolfsburg, VfL Wolfsburg e anv, zo perc'hennet gant Volkswagen. Er rummad kentañ (Bundesliga en alamaneg) emañ.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |