Yelle
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Yelle zo ur strollad sonerezh elektropop bet krouet e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 gant ar ganourez vreizhat Julie Budet[1] (bet ganet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor) d'ar 17 a viz Genver 1983) ha Jean-François Perrier (GrandMarnier e anv-arzour). An trivet ezel, Tanguy Destable (Tepr e anv-arzour), a voe degemeret just a-raok enrolladur kentañ albom ar strollad, Pop Up an titl anezhañ.
Ur vrud etrebroadel en deus tapet ar strollad ha sonet en deus en ouzhpenn 350 sonadeg er bed, zoken e broioù dic'hallek evel ar Stadoù-Unanet lec'h m'en deus graet berzh bras[2].
Albomoù ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 3 a viz Gwengolo 2007 : Pop Up (daouzek kanaouenn ennañ),
- 14 a viz Meurzh 2011 : Safari Disco Club (unnek kanaouenn ennañ),
- 29 a viz Gwengolo 2014 : Complètement fou (trizek kanaouenn ennañ),
- 4 a viz Gwengolo 2020 : L'Ère du Verseau (dek kanaouenn ennañ)
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Merc'h ar c'haner breizhat François Budet eo.
- ↑ (fr) Yelle a conquis l’Amérique, Courrier international, 25 a viz Eost 2011.