Voltaire
Neuz
François-Marie Arouet (1694-1778), brudet evel Voltaire, a oa ur skivagner ha prederour gallek.
Arroudoù
[kemmañ]- Antropofaged
- Eus ar garantez hon eus graet kaoz. Kalet eo tremen eus tud a bok d'ar re all da dud a zebr ar re all. Re wir eo ez eus bet debrerien-tud; kavet ez eus bet lod en Amerika; marteze ez eus lod all c'hoazh, hag ar gigloped ne oant ket ar re nemeto en henamzer a en em vage gant kig-tud a-wechoù. Juvenal a zerevell e oa, e bro an Egipted, ar bobl ken fur, ken brudet he lezennoù, ken deol pa azeule krokodiled hag ognon, Tintirited a zebras un enebour dezho a oa kouezhet etre o daouarn; nesav ket ar gontadenn diwar glevout, graet e voe an torfed hogozik dirak e zaoulagad; en Egipt e oa da-neuze, ha nepell diouzh Tintir. Menegiñ a ra, war un dro, ar Waskoned ha Sagonted a en em vagas gwechall gant kig o c'henvroiz.
- Anterinouriezh
- Ar pezh eo an trelat d'an derzhienn, ar gounnar d'ar vrouez eo an anterinouriezh d'ar vrizhkredenn. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Bosenn an eneoù eo an anterinouriezh. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Baradoz
- El lec'h m'emaon emañ ar baradoz war an Douar. — Satires, le Mondain (1736)
- Breinadur
- Ur skouer fall hepken, ur wech roet, zo gouest da breinañ ur vroad hepken en he fezh, hag ar boaz a dro da vac'homerezh. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Brezel
- guerre : ar pezh a zo boemus en embregadenn ifern-se eo e laka pep penn muntrerien bennigañ e vannieloù en ur aspediñ Doue solenn kent mont da ziouennañ e hentez. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Brizhkredennoù
- Ar brizhkredennoù a laka ar bed a-bezh er flammennoù ; gant ar brederouriezh e vezont mouget. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Emdroadur
- Brav-tre eo kement-se, met diaes eo din krediñ etiskennan eus ar moru. — Les colimaçons du reverend père L'Escarbotier (1769) [1]
- Entanoù
- An avelioù hag a laka koeñv e gouelioù al lestr eo an entanoù : e liñvañ a reont a-wechoù, met hepto ne c'hellfe ket merdeiñ. — Zadig ou la Destinée (1748)
- Frankiz eztaoliñ
- Gwir kement den frank eo ar gwir da lavarout ha da voullañ ar pezh a soñj, ne oufed ket e lemel dioutañ hep bout un tirant eus ar re washañ. — Question sur les miracles (1765)
- Gwallgomz
- Ar gwallgomz, an tech kuzh-se en ene da zrouksoñjal a-zivout an holl dud. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Hevoud
- Kement ha mil bloaz en Istor e talvez ur frapad hevoud. — Commentaire historique (1776)
- Jedoniezh
- Seul zoujetoc'h e voe galloud an niveroù en hon touezma ne gomprenemp netra enno. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Kendoujañs
- An dizunvan eo gwashañ droug mab-den, hag ar c'hendoujañs eo ar remed. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Un ali divarn eo ar rakvarn. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Kened
- Goulennit digant un touseg petra eo ar gened, respont a raio deoc'h ez eo e dousegez. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Kerent
- Enor da dad ha da vamm, mar fell dit bevañ pell. — Dictionnaire philosophique (1764)
- Komz
- Fall e komz an den bepred pa n'en devez netra da lavarout. — Commentaires sur Corneille (1764)
- Kouer
- Kavet eo bet, dre bolitikerezh mat, an doare kuzh da lakaat da vervel gant an naon ar re hag a laka, dre c'hounit an douar, ar re all da vevañ. — Le Sottisier (1778) [2]
- Kristeniezh
- Ar gristeniezh eo ar vrizhkredenn fallakrañ o tiotaat an dud hag o wastañ an douar biskoazh. — Lettre à d'Argence (11 Here 1763)
- Labour
- Tri droug a vez kaset pell diouzhimp gant al labour : an hirnez, ar gwalldechoù hag an ezhomm. — Candide ou l'Optimiste (1759))
- Levr
- Un amzer hir-meurbet ha pasianted ur sant zo rekis e vit ober ul levr mat. — Lettre à madame du Deffand (1añ Du 1773)
- Loened
- Evel al loened eo an dud : ar re vras a zebr ar re vihan hag ar re vihan o flemm. — Le Sottisier (1778)
- Mab-den
- An dud zo amprevaned o plaouiañ an eil re ar re all warun atomennig fank. — Zadig ou la Destinée (1748)
- Ra c'hallo an holl dud kounaat ez int holl vreudeur ha c'hoarezed. Prière à Dieu (1763)
- Mad
- Un nebeud mad am eus graet ; ma oberenn wellañ eo. — Epître à Horace (1772)
- Madelezh
- Didalvez eo an den ha na dalv nemet dezhañ e-unan. — Sept discours en vers sur l'Homme (1738)
- Mezeien
- Ur mezeg zo un den hag a skuilh drammoù a anavez nebeut en ur c'horf a anavez nebeutoc'h. — Épigrammes (1738)
- Narkizegezh
- Gant an oad e vez mouget an holl entanoù ; karantez-an-unan nepred ne varv. Épîtres, stances et odes (1769)
- Pediñ
- Pediñ Doue zo fougeal bout gouest da gemmañ an natur dre gomzoù. — Le Sottisier (1778)
- Plijadur
- Ar blijadur eo abeg, dever ha pal an holl voudoù poellek. — Épîtres, stances et odes (1769)
- Politikerezh
- Dizunaniñ a-benn ren ; setu e bolitikerezh. — Don Pèdre, roi de Castille (1774)
- Prosez
- Gwell eo risklañ saveteiñ ur c'habluz eget kondaoniñ un den digablus. — Zadig ou la Destinée (1748)
- Québec
- Gouzout a rit emañ an div vroad-se en ur brezel evit un nebeud keñverioù erc'h kostez Kanada, hag e tispignont kalz evit ar brezel kaer-se kalz muioc'h eget talvoudegezh Kanada en e bezh. — Candide ou l'Optimiste (1759))
- Sklaverezh
- Ar sklav a gont dezho e istor, perak ez eus bet troc'het ur c'har hag un dorn dezhañ gant e vestr, ha lavarout a ra en diwezh :
D'ar priz-se e tebrit sukr en Europa
. — Candide ou l'Optimiste (1759))
- Skritur
- Livadur ar vouezh eo ar skritur. — Dictionnaire philosophique (1764))
- Spered
- D'ar re a laka ar speredoù en o frankiz dre nerzh ar wirionez, ha neket d'ar re a ra sklaved diouto dre feulster an diotiz hag an diouiziegezh e tleomp doujañ. — Lettres anglaises ou Lettres philosophiques (1734)
Fals-arroud
[kemmañ]- N’on ket a-du gant ar pezh a lavarit, met en em gannañ a rin betek ar marv evit ma c’hellot e lavarout.
Je ne suis pas d'accord avec ce que vous dites, mais je me battrai jusqu'à la mort pour que vous puissiez le dire.
- Kavet en ur buhezskrid aozet gant Evelyn Beatrice Hall e 1906[3] ; anzavet he deus he fazi e 1939.