Mont d’an endalc’had

penn-da-benn

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Diwar an anv-kadarn penn, an araogenn da hag an anv-kadarn penn, diwar an droienn a benn da benn.

Araogenn

penn-da-benn /ˌpɛndaˈbɛnː/

  1. Eus an eil penn d'un dra bennak d'egile (en egor).
  2. Eus an eil penn d'egile (en amzer).
  3. En droienn penn-da-benn da :
    • Penn-da-benn d'an hent, d'ar stêr, dezhañ, dezhi.
  4. En droienn penn-da-benn gant :
    • penn-da-benn gant an hent — (PIPI 1908, p. 23.)


Troioù-lavar

Troidigezhioù


Adverb

penn-da-benn /ˌpɛndaˈbɛnː/

  1. Eus an eil penn d'egile.
  2. A-bezh.

Troidigezhioù

Anv-gwan

  1. un dra bennak (deiz pe devezh, noz pe nozvezh, bloaz pe bloavezh) penn-da-benn: en e bezh

Troidigezhioù