Ìosaigh
Neuz
Ìosaigh (e gouezeleg Skos ; Isay e saozneg) zo unan eus an Inizi gall tostañ e Bro-Skos.
Emañ er gwalarn da enez Sgitheanach. En em astenn a ra war ur gorread 0,6 km² ; tapout a ra 28 metr a uhelder d'ar muiañ.
Dont a ra anv an enezenn eus an norseg : ise-øy, a dalveze kement hag "Enez ar Skorn"[1].
En XXvet kantved e oa meur a zek den o chom en Ìosaigh. Met goude an Highland Clearances ez eas an holl annezidi kuit, ha lezel o flas gant deñved. Aspadennoù eus un nebeud tiez a c'haller gwelet c'hoazh.
Er bloavezhioù 1980 e oa perc'hennet Ìosaigh gant ar c'haner Donovan. Abaoe 2005 emañ, asambles gant Na h-Eileanan Ascrib ha Loch Dhùn Bheagain (Dunvegan), war aod Sgitheanach, en un tolead Natura 2000[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Iain Mac an Tailleir, "Gaelic Placenames", lodenn F-J, p. 67
- ↑ European Environment Agency (en)