Leòdhas
Leòdhas ([ʎɔː.əs̪]) pe Eilean Leòdhais (distaget [elan ʎɔː.əʃ], "Enez Leòdhas") a zo rann hanternoz un enezenn a Skos (anvet Lewis e saozneg). Na Hearadh eo anv kreisteiz an enezenn (Harris e saozneg), goude ma n'eus nemet un enezenn en holl e gwirionez, staget an div lodenn anezhi gant un erv, ha hi an hini vrasañ eus an Inizi Gall pellañ (Na h-Eileanan Siar e yezh ar vro). Izeloc'h eo douaroù Leòdhas eget re Na Hearadh, a zo meneziek.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêr nemeti Leòdhas eo Steòrnabhagh (Stornoway e saozneg).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hoari gwezboell kozh a voe kavet e Leòdhas er bloaz 1831.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Steòrnabhagh (Stornoway) eo ar gêr vrasañ, hag ar porzh: alese ez eer da Ulapul a zo e douar-bras Bro-Skos.
E niveradeg 2001 e oa 16 872 a dud e Leòdhas. Saozneg eo ar yezh ofisiel met skritelloù e gouezeleg zo ha 60 % eus an dud a gomz ar yezh.
Echedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo e bed ar c'hoarierion echedoù abalamour da bezhioù echedoù Leòdhas bet kavet en enezenn.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Peulvanoù Calanais
-
Kastell Steòrnabhagh
-
Bigi e Steòrnabhagh
-
Steòrnabhagh gwelet eus ar vag-treizh
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Evit an douristed
- (en) Lec'hienn [[Comhairle nan Eilean Siar|Kuzul an Inizi Gall
- (en) Skeudennoù (Quicktime)
- (en) tredan gant an avel
- (en) Evit ar re nammet
- (en) Pennad tennet eus Encyclopedia Britannica 1911