Mont d’an endalc’had

Arisaka 99

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Type 99 (fuzuilh-vindrailher).
Fuzuilh stumm 99
Skeudenn ar pennad Arisaka 99

Stumm berr ar fuzuilh stumm 99 Arisaka
Kinnig
Bro Banniel Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Japan
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,7 × 58 mm Arisaka (da gentañ)
.30-06 Springfield (stummoù Korea ar Su ha Thailand)
7,62 × 39 mm M43 (stumm Sina)
7,92 × 57 mm Mauser
Mare ijinañ 1939
Produerien Arsanailh Kokura
Arsanailh Nagoya
Uzin Tokyo Kogyo
Uzin Tokyo Juki Kogyo
Izawa Jyuko
Jinsen
Howa Jukogyo
Hoten
Skouerennoù produet War-dro 3,5 milion
Mare implij 1939–1945 (Impalaeriezh Japan)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,790 kg
Hirder 1.258 mm (stumm orin), 1.118 mm (stumm karabinenn)
Hirder ar c'hanol 657 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 650 m (gant ur c'houch)
1.500 m (gant ul lunedenn)
Tizh mont e-maez ar boledoù 755 m/s
Endalc'h Klipoù 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An Arisaka 99 a zo ur fuzuilh-vorailh japanat ijinet e 1939 gant Kijirō Nambu diwar ur fuzuilh savet gant Nariakira Arisaka. Savet e oa bet evit kemer plas ar fuzuilh Type 38 e morlu hag arme Japan. Kambret e oa evit ar munision 7,7 × 58 mm Arisaka a oa nevez d'ar poent-se. Implijet e voe betek dibenn brezel ar Meurvor Habask e miz Eost 1945.

Daou stumm nesañ a gaver : ar stumm orin, 1.258 mm e hirder, ha ne voe ket produet e-pad pell abalamour dezhañ bezañ re hir evit un implij efedus war an dachenn, hag ar stumm karabinenn, 1.118 mm e hirder, a voe an hini nesañ produet betek 1945. Un argil bras en deus an Type 99 abalamour d'he munision galloudus bezañ bet ijinet evit ar mindrailherezioù da gentañ[1].

He c'houch a zo reoliek etre 100 ha 1.500 metr. Ur golo a gaver war he c'hulasenn evit gwareziñ ar wikefre diouzh al loustoni. Un adstumm dezhañ ur c'hanol a c'haller divontañ zo bet produet evit an harzlammerien[1]. Kalite ar skouerennoù produet a oa uhel-tre betek 1942, met aet e oa war washaat goude abalamour da ziaesterioù an industrielezh japanat e fin ar brezel.

Skouerennoù zo eus an Arisaka 99 a zo bet adkambret goude ar brezel evit o arme gant Sina, Thailand pe Korea ar Su. Lod a zo bet implijet e brezel Korea.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Le fusil Arisaka Type 99, LAI Publications, 13/12/2022 (lennet d'ar 15/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan