Buhez Mab Den
Neuz
Buhez Mab Den zo ur varzhoneg krennvrezhonek embannet el levr Trois Poèmes en Moyen-Breton gant Roparz Hemon e Dulenn e 1962, hag adembannet gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) e 2011 (ISBN 978-2-901737-93-3).
Skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu al linennoù kentañ, ma weler doare ar gwerzaouiñ krennvrezhonek, gant klotennoù diabarzh :
- Goude da stad ha pompadoù
- Gwiskamant ha paramantoù
- Ez deuy an ankoù ez-lowen
- Pan troy ennañ da lazhañ mik
- Maz deuy da neuz da vout euzhik
- Ha tristidik da vizviken.
Ouzhpenn-se e c'haller gwelout penaos ez a ar glotenn-dibenn (amañ ar silabennoù /ow/ hag /ik/) da glotenn diabarzh bep teir linenn.