Klotenn diabarzh
Ar glotenn-diabarzh, pe enklotenn, eo an doare da skrivañ meur a soniad o kenglotañ etrezo en ur frazenn, pe en ur werzenn. Implijet e vez er varzhoniezh dreist-holl, met savet ez eus bet buhezskridoù tev-mat da vare ar Grennamzer e Breizh hag e Kembre.
Ur reizhiad skrivañ ha gwerzaouiñ dibar an hini eo, a gaver er yezhoù predenek hepken. E barzhoniezh Kembre eo ledanoc'h tachenn ar cynghanedd (distagadur kembraek : [kəŋˈhaneð], ger-ha-ger : kengan pe heson), a-wezhioù treuzskrivet kenganez[1]) dre ma talvez renkamant ar sonioù war ul linenn, en ur implijout an taol-mouezh, klotennoù-kensonenn ha klotennoù, en ur reizhiad kempleshoc'h eget hini ar brezhoneg.
Reizhiad ar c'hlotennoù-diabarzh e krennvrezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet-stank e veze da vare ar c'hrennvrezhoneg, da lavarout ep etre an XIIvet kantved hag ar XVIIvet kantved, gant an dud a Iliz peurliesañ, a oa an dud desketañ war ar yezh.
Lenn a c'heller hiziv an deiz meur a oberenn brudet-mat skrivet e klotennoù-diabarzh, en o zouez :
- Amouroustet eun den coz (XVIvet kantved)
- An Buhez Sant Gwenôlé Abat (1580)[2]
- An nouelou ancien ha devot (1650)[3]
- Buhez Mab Den
- Buhez Sante Barba (1608)[4]
- An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff (1450)[5]
- Le Mirouer de la mort (1575)[6]
- Pemzec Leuenez Maria
- Tremenuan an Ytron Guerches Maria
- Ur skouer
Setu amañ gwerzennoù tennet eus An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff (gwerzennoù 48-49) :
- An tut a ilis diguyset
- An douar fallaff a roy guellaff [et]
Ar pezh a dalvez en hor brezhoneg a-vremañ :
- An dud a iliz dic'hizet
- An douar fallañ a roy gwellañ [ed]
- Displegadur mont en-dro ar reizhiad
Ouzhpenn da lakaat silabennoù-dibenn pep gwerzenn da glotañ kenetrezo neuze, evel ma reer e kalz yezhoù, e vez lakaet ar silabenn eil-diwezhañ da glotañ gant an hini greizel : [is] en destenn, ha [añ] ivez en eil gwerzenn.
Reizhiad ar gynghanedd e kembraeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kembraeg e talvez an digrafoù < dd >, < ll > ha < ch> ar c'hensonennoù /ð/, /ɬ/ ha /χ/.
Cynghanedd groes ("kenganez-groaz")
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An holl gensonennoù tro-dro d'ar vogalenn daol-mouezhiet dirak an troc'h a rank bezañ adlavaret da c'houde er memes urzh. Kensonenn ziwezhañ gerioù diwezhañ pep hanter-linenn a rank bezañ disheñvel avat, kement ha vogalenn daol-mouezhiet pennañ pep hanterenn. Ur skouer diwar ar varzhoneg Cywydd y Cedor (gwerzenn 32) gant Gwerful Mechain, ur varzhez er XVvet kantved :
- clawdd i ddal / cal ddwy ddwylaw
Amañ e weler ar patrom {C L Dd Dd [taol-mouezh] L} a bep tu d'an troc'h. Ar vogalennoù taol-mouezhiet pennañ zo <a> (monoftongenn verr) ha <wy> (diftongenn /uj/). E cynghanedd groes ne vez dre vras kensonenn ebet en eil hanterenn ne vije ket perzh eus an heklev-kensonenn (nemedennoù zo, dreist-holl pa vez <n> e deroù an hanterenn hag ar gensonenn ziwezhañ, e-giz ma oa bet displeget uheloc'h). Dieub eo ar vogalennoù n'int ket taol-mouezhiet.
Cynghanedd draws ("kenganez-dreuz")
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tre ha tre evel cynghannedd groes nemet ez eus kensonennoù e penn-kentañ eil hanterenn al linenn ne vezont ket kavet en aridennad kensonennoù heklevet. Cynghanedd draws a gaver er werzenn-se gant R. Williams Parry
- Rhowch wedd wen / dan orchudd iâ
Amañ eo adlavaret ar sekañs kensonennoù {Rh Ch Dd [taol-mouezh]} gant bogalennoù taol-mouezhiet disheñvel (<e> berr hag <â> hir). Gallout a reer merzhout ne c'hoari an <n> e fin an hanterenn gentañ perzh ebet er genganez, echuet eo ar werzenn gant ar ger iâ, da lavaret eo ur vogalenn. Ma vije echuet gant ur ger e <–n> e vije ur glotenn c'henadel etre an daou c'her, ar pezh n'eus ket aotre d'ober er genganez.
Notenniñ a reer n'emañ ket perzh {D N} en eil hanterenn eus ar werzenn eus ar genganez, aze emañ an diforc'h etre ar genganez-dreuz hag ar genganez-groaz. Ne vern pe niver a gensonennoù direspont a zo el lodenn-mañ eus ar werzenn e-keit m'eo adlavaret ar sekañs kensonennoù kentañ gant an taol-mouezh. Keñveriañ a c'heller ober gant ur c'hinnig all, pell diouzh an hini kentañ, e barzhoneg Dafydd ap Gwilym Merched Llanbadarn m'eo bet adlavaret ur silabenn hepken :
- Pla / ar holl ferched y plwyf!
Cynghanedd sain ("kenganez-son")
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant cynghanedd sain e c'hoarier gant ar c'hlotennoù-diabarzh. Ma ranner ar werzenn e teir lodenn, gant daou droc'h, e klot ar rann gentañ hag an eil rann tra ma adlavar an trede rann patrom kensonennoù an eil. Da skouer :
- pant yw hwy / na llwy / na llaw
Cynghanedd lusg ("kenganez-lusk")
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Silabenn ziwezhañ a-raok an troc'h en hanterenn gentañ al linenn az a d'ober ur glotenn glok gant eil silabenn ziwezhañ er ger diwezhañ eus ar werzenn, ur ger liessilabennek (ennañ taol-pouezh pennañ an eil hanterenn). Da skouer :
- duw er ei radd / a'i addef,
Ar sistem-se eo tamm pe damm hini an enklotennoù brezhonek.
Skridoù a-vremañ savet e klotennoù-diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lañs zo bet roet en-dro d'ar gwerzaouiñ e klotennoù-diabarzh gant ar skrivagner Roparz Hemon e deroù an XXvet kantved hag a-hed e vuhez varzhoniel da c'houde. Meur a varzhoneg enklotennet en deus savet. War e lerc'h, an den all en deus savet meur a varzhoneg enklotennet eo Alan Botrel. Un torkad leun a varzhonegoù enklotennet en deus skrivet, anvet Govel an dremmwelioù, da skouer[7]. Gwech ha gwech all e vez embannet ur varzhoneg evel-se e kelaouenn Al Liamm ivez, met ret eo anzav n'eo ket ken puilh an oberennoù enklotennet el lennegezh vrezhonek kempred evel m'emañ en hini kembraek. Gant Al Liamm e oa bet embannet Lae Izold, gant Paskal Tabuteau, un oberenn skrivet penn-da-benn gant enklotennoù.[8]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (br) Devri, Martial Menard - Herve Bihan, « Kenganez ». Lennet d'an 13 a viz Du 2022
- ↑ Embannet gant É. Ernault, 1942
- ↑ Preder, 1984 (ISBN 978-2-901383-00-0)
- ↑ TIR, 2013 (ISBN 978-2-917681-19-0)
- ↑ TIR, 2013 (ISBN 978-2-917681-21-3)
- ↑ Embannet gant É. Ernault, 1914
- ↑ Barn ha Skrid, 2008 (ISBN 978-2-9525135-3-1)
- ↑ Paskal Tabuteau, « Lae Izold » e Kuzul ar Brezhoneg. Lennet d'ar 14 a viz Du 2022
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diwar-benn ar brezhoneg
- Emile Ernault, L'ancien Vers breton, Honoré Champion, 1912 ; adembannet gant Brud Nevez, 1991 (ISBN 978-2-86775-103-5)
- Diwar-benn ar c'hembraeg
- Hopwood, Mererid. Singing in Chains: Listening to Welsh Verse. Llandysul : Gomer, 2004 (ISBN 978-1-84323-402-9)
- Llwyd, Alan. Anghenion y Gynghanedd. Barddas, 2007 (ISBN 978-1-900437-98-1)
- Turco, Lewis. The New Book of Forms: A Handbook of Poetics. London : University Press of New England, 1986 (ISBN 978-0-87451-380-6)