Dremmwel eus an darvoudoù
Er relativelezh hollek, dremmwel an darvoudoù zo un anv hollek evit ur vevenn en egoramzer, termenet e-keñver ar seller. En tu all d'an dremmwel-se, an darvoudoù n'hallont ket tizhout ar seller. Ar gouloù skignet diouzh diabarzh (pe diouzh tu all) an dremmwel n'hall ket tizhout ar seller, ha kement tra a dremen dre an dremmwel diouzh tu ar seller ne vez ket gwelet ken morse. Da skouer e vez gronnet an toulloù du gant un dremmwel eus an darvoudoù.
E-touez ar seurtoù dremmwel disheñvel e kaver an dremmwel klok hag an dremmwel anat, kenstag met disheñvel, a vez en-dro en-dro d'un toull du. Kavout a reer ivez Dremmwel Cauchy ha Dremmwel Killing; ar sferenn foton hag an ergosferenn eus diskoulm Reissner-Nordström; an dremmwel rannig hag an dremmwel kosmologek a denn d'ar gosmologiezh; hag a-bouez eo an dremmwel digenvez hag an dremmwel oberiant e studi an toulloù du.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Universe in a Nutshell gant Stephen Hawking
- Kip Thorne Black Holes and Time Warps, W. W. Norton, 1994